Gant Arsellva implij ar yezhoù Ofis publik ar brezhoneg ez eus bet graet un enklask e 2022 (an hini kentañ a oa bet graet e 2006), evit muzuliañ plas ar varregezh « brezhoneg » war marc’had al labour. 1 850 post-labour KILA renablet e 2022 warno brezhonegerien evit implijoù a c’houlenn gouzout ar yezh da vat. 550 post nevez bennak zo bet krouet etre 2012 ha 2022, da lavaret eo ur c’hresk un tamm brasoc’h eget +42% en ur ober 10 vloaz.
Dasparzh diouzh ar rumm micher
- Penn-ar-Bed eo an departamant ennañ ar muiañ a bostoù (900 post bennak).
- An Il-ha-Gwilen eo an departamant m’eo kresket ar muiañ an niver a bostoù etre 2012 ha 2022 (+78%). An departamant m’emañ ar postoù en o liesseurtañ eo ivez (kontañ a reer 26% a bostoù er-maez eus micherioù ar c’helenn).
Dasparzh diouzh ar rumm micher ha dre zepartamant
- Tremen 4/5 eus ar postoù renablet zo stag ouzh ur gevrat didermen (83%).
- Er velestradurezh foran emañ tremen 1 200 eus ar postoù KILA renablet, da lavaret eo tost an 2/3 eus an hollad (65%).
- Eil statud boutinañ ar frammoù eo hini ar c’hevredigezhioù gant tost da 550 post (29% eus an hollad).
- Embregerezhioù pe emembregerezhioù eo a zegas ar 100 post bennak a chom.
> Ar sifroù 2022 dre ar munudoù zo da lenn amañ gant ar studiadenn glok.
Un ostilh a-bouez eo ar stummadurioù d’ar brezhoneg e 6 miz evit ambroug al lañs-se. Embannet e vez bep bloaz gant Stumdi studiadennoù war stad ar stajidi dilabour 6 miz goude o stummadur.
Muioc’h a ditouroù war an enklaskoù war an enskask diwezhañ da gavout amañ : Enklask war stajidi prantadoù 2022-2023