Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

NEVEZ : staj 3 devezh evit brezhonegerien

Skritell staj Bezañ en e vleud dre skrid- Stumdi organisme de formation en langue bretonne

Bezañ en e vleud dre skrid

Labourat a rit e brezhoneg hag ezhomm ho peus da greñvaat ho tiazezoù ?

Brezhoneger(ez) a-vihanik oc’h met diasur gant ar yezh ?

Bez bloaz e vez klasket ijinañ stummadurioù nevez gant Stumdi diouzh an ezhommoù hag ar goulennoù.

Unan nevez a zo deuet er-maez hag a zo e bal gwellaat ar skrivañ hag ar c’homz brezhoneg !

 

Kinniget e vo ar staj-mañ div wech ar bloaz diouzh an niver a c’houlennoù :

  • D’an 29, 30 hag 31 a viz Here 2018 e Landerne
  • D’ar 27, 28 ha 29 a viz Meurzh 2019 e Sant-Brieg.