Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

FOROM MICHERIOÙ & STUMMADURIOÙ

Stumdi centre de formation en langue bretonne - Forum Landerneau

Kinniget e vez gant Stumdi e forom tro-dro d’ar micherioù hag ar stummadurioù liammet gant ar brezhoneg. An 11vet abadenn a vo e balioù kinnig doareoù da zeskiñ brezhoneg e Breizh, hag an tachennoù micherioù ha stummadurioù liammet gant ar brezhoneg. Ur marc’had a zo o tiorren (1850 post kevatal da leun amzer*)

 

*Diwar sifroù diwezhañ Ofis Publik Ar Brezhoneg embannet e 2022.

 

PALIOÙ

 

 Titouriñ ar publik war an doareoù disheñvel da zeskiñ brezhoneg,

 Kizidikaat an holl publikoù war ar pezh a c’hell digas ar brezhoneg war ar postoù,

 Digas d’ar publikoù divyezhek (skolajidi, liseidi, studierien, stajidi ar stummadur dibaouez, tud dilabour, gopridi…) titouroù war an tachennoù micher, ar micherioù, ar stummadurioù hag an diplomoù liammet gant ar brezhoneg.

 

DEIZIAD HA LEC’H

 

Kinniget e vo ar forom d’ar Yaou 22 a viz C’hwevrer 2024, eus 11e00 da 5e00 e Kreizenn sevenadurel ar family e Landerne