Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Stummadur | 9 miz | Stignad kelennerien

Pajenn krouet d’an 18/11/2024 – Nevesaet d’an 28/11/2024

 

? Prientiñ a ra ar stummadur-mañ da dapout testeniekadur DCLR | N° RS5465 | Ministrerezh an Deskadurezh-Stad hag ar Yaouankiz  abaoe Even 2021.

 

✍ EVIT LAKAAT HOC’H ANV : Lakaat ma anv

/!\ An teuliad da leuniañ a zo hini ar 6 miz. Trugarez deoc’h da resisaat en teuliad e fell deoc’h tennañ gounit eus ar stignad.

 

? STUMMADURIOÙ DA ZONT :

  • Gwengolo 2025 : 11/09/2025 → 30/06/2026

 

?️ EMVOD KELAOUIÑ ENLINENN : Lakaat ma anv

 

Feur laouenidigezh ha berzh mat tapet eus ar stummadur aozet e 2024.

 

Stummadur | 9 miz | Stignad evit ar skolaerien·ezed

 

☛ PALIOÙ AR STUMMADUR & TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

 

PALIOÙ

Mestroniañ ar barregezhioù yezh a zo ezhomm evit kas da benn meur a obererezh e brezhoneg en un degouezh micherel.

 

BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT

5 tachenn barregezhioù :

  • kompren dre skrid,
  • kompren dre gomz,
  • ezteurel dre gomz,
  • ezteurel dre skrid,
  • kemer perzh en un diviz.

 

TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

Live da dizhout : B2 pe C1 an DBY Brezhoneg a glot gant Framm Europat an dave evit ar yezhoù (CECRL).

 

☛ PUBLIK & RAKREKISOÙ

 

PUBLIK

Skolaerien·ezed publik stag deus akademiezh Roazhon.

 

RAKREKISOÙ    

Rakrekis ebet goulennet.

 

☛ PADELEZH & PRIZ

 

PADELEZH

9 miz – 1211 eurvezh en o zouez 2 sizhunvezh staj en un endro micher. 

35e / sizhunvezh.

 

PRIZ

SKOLAERIEN·EZED // STIGNAD NEVEZ 2024 – 9 miz stummadur

Priz hollek evit ar skolaerien·ezed a c’hall bezañ degemeret er stignad 2024 (Publik 1añ derez) + Derc’hel ar gopr 100% 0€ 
Frejoù enskrivañ (kemeret e karg gant ar stignad) 0 €
Frejoù pedagogel (kemeret e karg gant ar stignad) 0 €

 

? Prizioù 6 miz Gwengolo 2024 Stumdi – Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi

Kemeret eo e karg ar frejoù evit tremen an DBY (100€).

Deuit e darempred ganeomp evit sevel goulennoù.

 

☛ LEC’HIOÙ

Landerne (29), Brest (29) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/penn-ar-bed/

Gwengamp (22),  Sant-Brieg (22) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/aodou-an-arvor/

Plañvour (56) ha Gwened (56) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/mor-bihan/

 

☛ DOAREOÙ PRIZIAÑ HA KADARNAAT

Evit tizhout an testeniekadur DBY Brezhoneg enskrivet e roll France Compétences (Fichenn RS 5465), e vez graet meur a briziadenn a-hed ar stummadur :

  • ur briziadenn dre skrid sizhuniek,
  • ur briziadenn dre gomz ingal e-pad ar stummadur,,
  • div briziadenn e kreiz hag e fin ar stummadur. 

 

☛ PROGRAMM

 

Pal ar programm, a zo boutin d’an holl greizennoù stummañ, ez eo :  

 

  • TAPOUT an anaoudegezhioù diazez
    • geriaoueg
    • displegañ ar verboù
    • ereadurezh
    • distagadur 

 

  • LAKAAT E PLEUSTR gant obererezhioù a ra gant ar 5 barregezh evit tizhout en DBY
    • selaou enrolladennoù
    • kemer ar gaoz dizehan ha gant ar re all
    • kejañ ouzh brezhonegerien
    • prantadoù flapiñ flapañ pemdeziek
    • sevel pezhioù c’hoari bihan, leurenniñ ha c’hoari e fin ar stummadur
    • div sizhunvezh staj en un endro micher

 

3 miz diwezhañ ar stummadur :

 

Raktres 1añ : un enrolladenn

Eil raktres : ur brezegenn

Trede raktres : un abadenn faltazi radio

 

MODULENNOÙ

 

  • Studiañ ar yezh : distagadur, yezhadur, treiñ, rannyezhoù…
  • Sevenadur : istor, lennegezh dre gomz ha dre skrid, kanañ, dañsal, sonerezh…
  • Modulenn vicherel : aozañ ha solutaat ar raktres micherel, komz gant tud hag a labour e brezhoneg
  • Ober gant ar yezh : komz gant brezhonegerien·ezed er c’hlas hag er-maez, tabutoù ha prantadoù-komz, c’hoarioù, obererezhioù labour-dorn…

 

☛ TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ 

 

TERMEN EVIT LAKAAT E ANV

1 prantad stummañ bep bloaz  : 

  • Gwengolo  → Even

Sellit ouzh ar bajenn : stummadurioù da zont

Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz.

Ar goulennoù ehan-stummañ a zo da vezañ savet d’an Deskadurezh-Stad d’an nebeutañ 9 miz en a-raok.

 

DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV

  • Emvod kelaouiñ enlinenn diret kinniget a-raok ar stummadur,
  • Dibab diwar an teuliad (CV, lizher emginnig),
  • Emvod kinnig ret a-stroll,
  • Emvod hiniennel (raktres, arc’hantaouiñ),
  • Ar strolladoù a zegemer etre 10 ha 16 stajiad..

 

☛ MONEDUSTED

MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET

Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.

Un den-dave nammidi a zo e touez implijidi Stumdi a c’hell diouzh an ezhomm sikour pe ambrougañ an dud nammet.

☛ DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL

 

DOARE

Stummadur war al lec’h gant un devezh a-bell bep eil sizhun.

2 staj ur sizhunvezh (70 eurvezh) en un endro micher.

 

POURVEZ

  • Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom war ar brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg C1,
  • Daou zen e karg eus ambroug ar stajidi,
  • Emvodoù skipailh kenurzhiañ ingal,
  • Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),
  • Savenn pedagogel evit an devezhioù a-bell (LMS Google Classroom)

 

HENTENN

  • Programm boutin d’an holl greizennoù stummañ gant kizidigezh d’ar parlantoù rannyezhel,
  • Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
  • Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit ur soubidigezh founnus.