✍ EVIT LAKAAT HOC’H ANV : 1,2,3…Barrek e vi !
📅 STUMMADUR DA ZONT : 3, 4, 5 a viz Genver 2024
1, 2, 3…BARREK E VI !
PAL AR STUMMADUR : Tapout diazezoù solut e brezhoneg, dre skrid koulz ha dre gomz
PROGRAMM : resisadurioù amañ dindan
PUBLIK : Evit an holl vrezhonegerien a ra gant ar brezhoneg en o labour pe er gêr. RAKREKISOÙ : Stajidi gant al live B1 (live 2-3 an DBY). Ar re n’o deus ket tremenet ar DBY a vo priziet o live dre bellgomz. DEIZIADOÙ : D’an 3, 4 ha 5 a viz Genver 2024 Termen evit lakaat hoc’h anv : 15/12/2023
LEC’H : E Landerne (29) Lec’hioù all diwar c’houlenn. Bez e c’hell bezañ kinniget war 3 departamant : 29-22-56. PRIZ : 575€* + 100€ frejoù enskrivañ evit an DBY – ur redi tremen an arnodenn pa vez implijet ar CPF. *Arc’hantaouiñ posupl (eurvezhioù CPF…) : deuit e darempred ganeomp. Cheñch a ra ar priz hervez statud an den (stajiad·ez bet, den dilabour, studier·ez, koupladoù…) : deuit e darempred ganeomp.
Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù. |
FOLLENN-NIJ DA BELLAGARGAÑ AMAÑ : 1 2 3 BARREK E VI ! ©Stumdi
- Devezh 1 : distagadur, yezhadur ha reizhskrivadur
- Mestroniañ ar reolennoù distagadur : al liammadurioù, hed ar vogalennoù…
- Kemer harp war ar selaou evit gouzout penaos e vez skrivet
- Degas reolennoù yezhadur dianav da galz tud: dibenn ar gerioù benel ha gourel (-EREZH,…)
- Adwelout penaos ober gant EO – EMAÑ – EZ EUS ha mont pelloc’h gant skouerioù resis
- Deskiñ pe bezañ barrekoc’h gant ar c’hemmadurioù ha gant o nemedennoù.
- Gouzout penaos aozañ un destenn gant gerioù liammañ, gouzout ober ganto (ne pe na ? nemet, ouzhpenn…)
- Degas reolennoù skrivañ : ar poentadur, ar sonioù glebiet
- Devezh 2 : ar frazenn
- Dielfennañ ar fazioù a vez gwelet alies er frazennoù.
- Labourat war plas ar gerioù er frazenn – ereadurezh
- Kompren mat penaos ha pegoulz tremen eus an tu gra (voie active) d’an tu gouzañv (voie passive)
- Dibab an amzerioù a zere evit ma vefe reizh ar frazennoù (concordance des temps de la phrase).
- Implijout «Labouret em eus» ? Pe « labouret em boa» ?
- An islavarennoù – Sevel frazennoù gant meur a verb (Maitriser la phrase complexe).
- Devezh 3 : Ostilhoù micher
- Sevel posteloù – lizhiri ofisiel
- Digeriñ ha klozañ lizhiri, skrivañ mat an deiziadoù…
- Derc’hel soñj eus formulennoù boas
- Sevel kemennoù ganedigezh, kañv, eured, deiz-ha-bloaz
Gallout a rit tennañ gounid eus an 3 devezh-mañ evit :
- uhelaat ho live yezh micherel
- uhelaat ho parregezhioù evit tizhout ul live uheloc’h gant an DCLR (Diplôme de compétence en langue régionale).
Da bep stajiad e vo roet ur c’harnedad poelladennoù hag a vo graet e-pad ar staj.
MEDIAOÙ :