Pajenn nevesaet d’an 21/11/2024
📅 STUMMADUR DA ZONT : 17 → 21 a viz C’hwevrer 2025 | Deiziad termen evit lakaat hoc’h anv : 27/01/2025
📍 LEC’H : LANDERNE (29)
FURMSKRID ENSKRIVAÑ : LAKAAT MA ANV
BUGALIGOÙ HA BREZHONEG · PETITE ENFANCE ET LANGUE BRETONNE
☛ PALIOÙ AR STUMMADUR & TESTENIEKADUR DA DIZHOUTPALIOÙ Dirak ur publik bugale etre 2 ha 6 bloaz, evit un implij micherel pe personel :
BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT 4 zachenn barregezhioù :
|
☛ PUBLIK & RAKREKISOÙ
PUBLIK
Evit an holl : tud a-vicher eus bed ar bugaligoù, tud prevez (kerent, tud-kozh, studierien…)
Tud deuet, tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù
RAKREKISOÙ
Rakrekis ebet goulennet.
Ar stajidi n’o deus ket tremenet ar DBY (DCLR*) a vo priziet o live gant ur briziadenn da vare an enskrivadur.
*Diplôme de Compétence en Langue Régionale.
☛ PADELEZH & PRIZ
PADELEZH
5 devezh – 35 eurvezh
PRIZIOÙ
Bod ha boued : n’eo ket kemeret e karg gant Stumdi.
Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù.
☛ DEIZIADOÙ & LEC’H
DEIZIADOÙ
17 → 21 a viz C’hwevrer 2025 | Deiziad termen evit lakaat hoc’h anv : 27/01/2025
Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù. Bez e c’hell Stumdi nullañ ar staj ma n’eus ket a-walc’h a dud enskrivet. |
LEC’H
Landerne (Stumdi – Kreizenn Théo Le Borgne – 1 straed Dr pouliquen)
Lec’hioù diwar c’houlenn. Bez e c’hell bezañ kinniget war 3 departamant : 29-22-56.
☛ DOAREOÙ PRIZIAÑ
Priziet e vo barregezhioù ar stajidi e fin ar stummadur dre ur c’hoari roll.
☛ PROGRAMM
Devezh 1añ :
- Saludiñ hag en em ginnig
- Penaos eo ?
- Geriaoueg : ar familh
- Displegañ ar verb bezañ en amzer-vremañ (eo)
- Geriaoueg : al livioù
- Ger-mell strizh hag amstrizh
- An araogenn DA
- Rimadelloù ha/pe kanaouennoù
Eil devezh :
- Adwelet : EO
- Araogennoù-lec’h + GANT
- Geriaoueg : dafar ar vugale, ar sal glas
- Displegadur : ar verb bezañ en amzer vremañ (emañ / ez eus)
- Geriaoueg : ar boued
- Amzer dazont tost
- Formulennoù : poent eo, ret eo, arabat…
- Rimadelloù ha/pe kanaouennoù
Trede devezh :
- Adwelet : EMAÑ / EZ EUS
- Geriaoueg : ar c’horf
- Geriaoueg : an dilhad
- Doare gourc’hemenn
- Geriaoueg : ar c’hantin
- Jener ar gerioù
- Displegadur : ar verb kaout en amzer dazont
- Kontañ betek 20
- Geriaoueg : poanioù bihan ar vugale
- Displegadur : ar verb kaout en amzer vremañ
- Formulennoù : c’hoantoù, ezhommoù…
- Formulennoù : frealziñ ar bugel
- Rimadelloù ha/pe kanaouennoù
Pevare devezh :
- Adwelet : doare gourcʼhemenn, KAOUT en amzer vremañ
- Reolennoù distagadur ar brezhoneg
- Displegadur : an amzer-vremañ kevrennek
- Geriaoueg : ar c’housk
- Geriaoueg : ar privezioù
- Pleustrek : un devezh er skol-vamm. Degemer, ehan-c’hoari, pred, prantad kousk, privezioù, fin an devezh.
- Rimadelloù ha/pe kanaouennoù
Pempvet devezh :
- Bilañs ar stummadur ha priziadenn
☛ TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ
TERMEN EVIT LAKAAT E ANV
Stummadur da zont : eus ar 26 a viz C’hwevrer d’ar 1añ a viz Meurzh 2024.
Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz. Moaien zo lakaat e anv 2 sizhunvezh a-raok ar stummadur.
DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV
- Leuniañ ar furmskrid enlinenn (amañ a-us)
- Un emgav dre bellgomz ho p’o evit an titouroù pleustrek hag evit studiañ an arc’hantaouiñ.
- Degemeret e vez etre 8 ha 16 stajiad dre strollad.
☛ MONEDUSTED
MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET
Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.
☛ DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL
DOARE
Stummadur war al lec’h
POURVEZ
- Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg tizhet C1,
- Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),
HENTENN
- Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
- Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit un implij aes.
📑 Pellgargañ ar stumm pdf : |