AN DIPLOM STUDIOÙ KELTIEK
Ur stummadur diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek eo, e galleg, ha digor d’an holl. Gant skol-veur Roazhon 2 e vez kinniget bep bloaz.
EVIT PIV ?
A bep seurt tud : an holl re a garfe kreskiñ o anaoudegezh eus ar vro hag eus ar broioù keltiek all, pe kurius pe youlek e vent evit en ober, pe c’hoazh evit o micher. N’eus ezhomm diplom ebet evit kemer perzh er stummadur-se : diouzh ar c’hoant a lusk anezho hepken an hini e vo graet an dibab e-touez an dud a c’houlenn mont e-barzh. Ar re n’o deus ket a vachelouriezh, avat, a vo sellet ouzh o goulennoù gant ur bodad talvoudekaat.
STUMMADUR
Anavezout ar broioù keltiek eo pal ar stummadur : ergerzhiñ istor ha douaroniezh Breizh, daremprediñ bed ar c’hrouiñ war tachennoù al lennegezh, ar sonerezh hag an arzoù all e Breizh, dont da vezañ arroutet war sevenadur Breizh hag he yezh. Taoler a ra sklêrijenn c’hoazh war ar vuhez ekonomikel, sokial ha politikel a-vremañ er vro.
120 eurvezh a gentelioù a vez en holl, ingalet eus kreiz miz Gwengolo betek kreiz miz Ebrel, bep Yaou d’enderv.
YEZH DA ZIBAB
Deskiñ ur yezh keltiek a vez kinniget ouzhpenn ar stummadur-se, d’an neb a garo : brezhoneg pe iwerzhoneg (deraouiñ pe barrekaat). Ar re a zibabo deskiñ an eil yezh pe eben a c’hello tapout an Diplom Skolveuriek Uhel a Studioù Keltiek (DSEC).
KELENNERIEN
Ar skipailh a ya un ugent bennak a gelennerien arbennik d’ober anezhañ, skolveuridi anezho pe tud a vicherioù all. Evit bremañ emañ ennañ Alan Botrel, Erwan Chartier-Le Floc’h, Cédric Choplin, Yves Defrance, Gwendal Denis, Jacqueline Duroc, Laurent Gall, Gaël Hily, Jean-Michel Le Boulanger, Ronan Le Coadic, Stefan Moal, Alain-Gabriel Monot, Jean Ollivro, François Prigent, Charles Quimbert, Lionel Rousselot.
DANVEZ AR C’HENTELIOÙ
E-barzh pep unvezh kelenn (UE) e vez kinniget 24 eurvezh a gentelioù.
Anavezout ar broioù keltiek eo pal an unvezh kentañ.
Ergerzhiñ istor ha douaroniezh Breizh eo pal an eil unvezh. Ar marevezh modern hag ar mare a-vremañ eo a vo studiet, ensavadurioù ar Rannvro, hag al liamm etre douaroniezh ha santimant an dud e-keñver o bro.
Daremprediñ bed ar c’hrouiñ war tachennoù al lennegezh, ar sonerezh hag an arzoù all e Breizh, setu aze pal an deirvet unvezh.
Arroutiñ ar studierien war sevenadur Breizh hag ar brezhoneg a vo graet — dre ar galleg — er bedervet unvezh. Lennegezh dre skrid (komz plaen ha barzhoniezh) ha dre gomz, kan ha marvailh ar bobl, pinvidigezh ha liesseurted ar brezhoneg komzet.
Taoler sklêrijenn war ar vuhez ekonomikel, sokial ha politikel a-vremañ er vro, sed a vo graet er bempvet unvezh kelenn, ouzhpenn lakaat ar gaoz war Breizhiz hag an natur, ar gallaoueg hag e sevenadur, hag ar preder diwar-benn an dazont.
Evit kement titour diwar-benn ar stummadur pe evit goulenn un teul enskrivañ :
SKOL-VEUR ROAZHON 2 BUREV AR YEZHOÙ
Kampus Keryann – Savadur I Burev i17bis Plasenn ar rektor Herri Moal CS 24307
35043 ROAZHON CEDEX +33 (0)2 99 14 16 07
Kasit ho teuliadoù betek ar Gwener 30 a viz Eost 2019.
Diwallit : serr e vo Burev ar Yezhoù eus ar 16 a viz Gouere betek an 23 a viz Eost. Digoret e vo en-dro d’ar 26 a viz Eost 2019.
Studiet e vo an teuliadoù enskrivañ gant bodad ar gelennerien etre an 2 hag ar 5 a viz Gwengolo 2019.
Frejoù enskrivañ : 470 € – Tud dilabour / o klask labour : 235 € – Kemeret e karg gant un embregerezh : 920 €
Yezh keltiek ouzhpenn : 75 € – Frejoù skol-veur a vo da baeañ ouzhpenn ar frejoù enskrivañ.
_________________________________________________________________________________________________________
Erruet an titouroù-mañ betek ennoc’h dre berzh Kendeskiñ, kevredigezh skolidi an Diplom Studioù Keltiek. Degemer a ra Kendeskiñ bep bloaz ar rummadoù nevez enskrivet ha kinnig a ra d’an dud e-doug ar bloaz en em gavout evit abadenn pe abadenn digor d’an holl diwar-benn hini pe hini eus an tachennoù bet studiet e-kerzh ar stummadur.