Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Deskiñ brezhoneg

Kinniget e vez gant an aozadur div formulenn stummadur hir evit respont da ezhommoù stummañ an deskidi a zo o fal mestroniañ ar yezh.

 

Evit pellgargañ katalog ar stummadurioù : Katalog Stumdi 2023-2024

 

Brezhoneg kelennet standart ha perzhioù yezh al lec’hioù deskiñ.

 

Le breton en 6 mois ! Stumdi - centre de formation en langue bretonne Ar stummadur 6 MIZ evit an deraouidi

Stummadur micherelaat ha diplomus (DBY), e bal lakaat an deraouidi da dapout diazezoù mat e brezhoneg

?Deiziadoù (Div wech ar bloaz) :

Eus miz Gwengolo da viz Meurzh

Eus miz Genver da viz Gouere.

? Lec’hioù : Brest (29), Gwened (56), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22)

 

Muioc’h a ditouroù : Stummadurioù dibaouez evit deraouidi

 

Ar stummadur « AMPART E 3 MIZ » evit brezhonegerien

Stummadur micherelaat ha diplomus (DBY), e bal lakaat ar vrezhonegerien da gaozeal brezhoneg flour, da gompren ha mestroniañ mont-en-dro ar yezh.

? Deiziadoù (Div wech ar bloaz) :

Eus miz Ebrel da viz Even

Eus miz Gwengolo da viz Kerzu

? Lec’hioù : Brest (29), Gwened (56), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22)

 

Muioc’h a ditouroù : Stummadurioù dibaouez da zont

 

Tud ampechet degemeret war hor stummadurioù goude bezañ studiet an teuliad – deuit e darempred ganeomp.

 

Deiziadoù ar stummadurioù da zont :

https://stumdi.bzh/bzh/stummaduriou-da-zont/

Evit digeriñ ur stummadur pe ur staj eo ret kaout enskrivadurioù a-walc’h. Ma ne c’hell ket ur stummadur pe ur staj bezañ kaset da benn e lec’h-mañ-lec’h e kinniger d’an danvez-stajidi mont d’ar greizenn stummañ dostañ.