Pajenn krouet d’an 18/11/2024 – Nevesaet d’an 18/11/2024
Prientiñ a ra ar stummadur-mañ da dapout testeniekadur DCLR | N° RS5465 | Ministrerezh an Deskadurezh-Stad hag ar Yaouankiz abaoe Even 2021.
EVIT LAKAAT HOC’H ANV : Lakaat ma anv
/!\ An teuliad da leuniañ a zo hini ar 6 miz. Trugarez deoc’h da resisaat en teuliad e fell deoc’h tennañ gounit eus ar stignad.
STUMMADURIOÙ DA ZONT :
- Gwengolo 2025 → Even 2026 : deiziadoù da zont
EMVOD KELAOUIÑ ENLINENN : Lakaat ma anv
Feur laouenidigezh ha berzh mat tapet eus ar stummadur aozet e 2024.
Stummadur | 9 miz | Stignad kelennerien
☛ PALIOÙ AR STUMMADUR & TESTENIEKADUR DA DIZHOUT
PALIOÙ
Mestroniañ ar barregezhioù yezh a zo ezhomm evit kas da benn meur a obererezh e brezhoneg en un degouezh micherel.
BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT
5 tachenn barregezhioù :
- kompren dre skrid,
- kompren dre gomz,
- ezteurel dre gomz,
- ezteurel dre skrid,
- kemer perzh en un diviz.
TESTENIEKADUR DA DIZHOUT
Live da dizhout : B2 pe C1 an DBY Brezhoneg a glot gant Framm Europat an dave evit ar yezhoù (CECRL).
☛ PUBLIK & RAKREKISOÙ
PUBLIK
Tud deuet, tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù.
RAKREKISOÙ
Rakrekis ebet goulennet.
☛ PADELEZH & PRIZ
PADELEZH
9 miz – 1211 eurvezh en o zouez 2 sizhunvezh staj en un endro micher.
35e / sizhunvezh.
PRIZ
SKOLAERIEN·EZED // STIGNAD NEVEZ 2024 – 9 miz stummadur
Priz hollek evit ar skolaerien·ezed a c’hall bezañ degemeret er stignad 2024 (Publik 1añ derez) + Derc’hel ar gopr 100% | 0€ |
Frejoù enskrivañ (kemeret e karg gant ar stignad) | 0 € |
Frejoù pedagogel (kemeret e karg gant ar stignad) | 0 € |
Prizioù 6 miz Gwengolo 2024 Stumdi – Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi
Kemeret eo e karg ar frejoù evit tremen an DBY (100€).
Deuit e darempred ganeomp evit sevel goulennoù.
☛ LEC’HIOÙ
Landerne (29), Brest (29) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/penn-ar-bed/
Gwengamp (22), Sant-Brieg (22) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/aodou-an-arvor/
Plañvour (56) ha Gwened (56) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/mor-bihan/
☛ DOAREOÙ PRIZIAÑ HA KADARNAAT
Evit tizhout an testeniekadur DBY Brezhoneg enskrivet e roll France Compétences (Fichenn RS 5465), e vez graet meur a briziadenn a-hed ar stummadur :
- ur briziadenn dre skrid sizhuniek,
- ur briziadenn dre gomz ingal e-pad ar stummadur,,
- div briziadenn e kreiz hag e fin ar stummadur.
☛ PROGRAMM
Pal ar programm, a zo boutin d’an holl greizennoù stummañ, ez eo :
- TAPOUT an anaoudegezhioù diazez
-
- geriaoueg
- displegañ ar verboù
- ereadurezh
- distagadur
- LAKAAT E PLEUSTR gant obererezhioù a ra gant ar 5 barregezh evit tizhout en DBY
-
- selaou enrolladennoù
- kemer ar gaoz dizehan ha gant ar re all
- kejañ ouzh brezhonegerien
- prantadoù flapiñ flapañ pemdeziek
- sevel pezhioù c’hoari bihan, leurenniñ ha c’hoari e fin ar stummadur
- div sizhunvezh staj en un endro micher
3 miz diwezhañ ar stummadur :
Raktres 1añ : un enrolladenn
Eil raktres : ur brezegenn
Trede raktres : un abadenn faltazi radio
MODULENNOÙ
- Studiañ ar yezh : distagadur, yezhadur, treiñ, rannyezhoù…
- Sevenadur : istor, lennegezh dre gomz ha dre skrid, kanañ, dañsal, sonerezh…
- Modulenn vicherel : aozañ ha solutaat ar raktres micherel, komz gant tud hag a labour e brezhoneg
- Ober gant ar yezh : komz gant brezhonegerien·ezed er c’hlas hag er-maez, tabutoù ha prantadoù-komz, c’hoarioù, obererezhioù labour-dorn…
☛ TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ
TERMEN EVIT LAKAAT E ANV
1 prantad stummañ bep bloaz :
- Gwengolo → Even
Sellit ouzh ar bajenn : stummadurioù da zont
Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz.
Ar goulennoù ehan-stummañ a zo da vezañ savet d’an Deskadurezh-Stad d’an nebeutañ 9 miz en a-raok.
DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV
- Emvod kelaouiñ enlinenn diret kinniget a-raok ar stummadur,
- Dibab diwar an teuliad (CV, lizher emginnig),
- Emvod kinnig ret a-stroll,
- Emvod hiniennel (raktres, arc’hantaouiñ),
- Ar strolladoù a zegemer etre 10 ha 16 stajiad..
☛ MONEDUSTED
MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET
Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.
☛ DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL
DOARE
Stummadur war al lec’h gant un devezh a-bell bep eil sizhun.
2 staj ur sizhunvezh (70 eurvezh) en un endro micher.
POURVEZ
- Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom war ar brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg C1,
- Daou zen e karg eus ambroug ar stajidi,
- Emvodoù skipailh kenurzhiañ ingal,
- Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),
- Savenn pedagogel evit an devezhioù a-bell (LMS Google Classroom)
HENTENN
- Programm boutin d’an holl greizennoù stummañ gant kizidigezh d’ar parlantoù rannyezhel,
- Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
- Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit ur soubidigezh founnus.