Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Skoazeller.ez pedagogel

Skol diwan Kastell-Paol - Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

Implijer : AEP Diwan Kastell Paol
Domani : Skoazell pedagogel er c’hlasoù
Lec’h : Skol Diwan Kastell Paol (4 rue Verderel – 29250 Saint Pol de Léon)
Kregiñ gant ar post : 02/09/2024
Doare gevrat : Kevrat didermen (CDI)
Doare post : Emañ skol Diwan Kastell Paol (29) o klask war-lerc’h ur skoazeller·ez pedagogel
(brezhoneger·ez dre ret) evit reiñ un tamm sikour e-pad ar c’hentelioù er c’hlasoù ar skol hag evit
mont en dro ar skol. Ober war-dro al labour-noz e fin an devezh.
Profil ar post :
Padelezh ar gevrad : CDI
Niver a eurvezhioù : 28 eurvezh /sizhun – Ne vo ket labouret e-pad ar vakañsoù, nag ar
Merc’her.
Gopr : gopred gant an AEP, kevredigezh ar skol, bloavezhieket (annualisé) , smic
• Komz, Skrivañ e brezhoneg (live B1/B2 d’an nebeutañ)
• skiant prenet gant ar vugale, anavezout mont en dro ur skol
Darempred :
Kasit ho lizher en em ginnig hag ho CV da :
skol.kastell-paol@diwan.bzh
02 98 69 28 78