Post da bourveziñ
Ur mailh oc’h war ar skrivañ koulz ha war ar skeudennoù ? Mennet oc’h da vont gant ur vicher leun a dalvoudegezh ha frouezhus ? Deuit ‘ta da labourat evit daou aozadur e-touez ar re bouezusañ zo o treuzkas ar brezhoneg ha da sikour reiñ ar stummadurioù da anavezout d’an holl, a bep tu hag a bep mod !
Ho kefridi ?
Brudañ stummadurioù Skol an Emsav ha Stumdi a vo ho kefridi bennañ dre lakaat en a-raok ar stummadurioù, labour ha barregezh ar stajidi, an abadennoù ha darvoudoù aozet gant an div gevredigezh… Kement-se evit sachañ evezh ur publik liesoc’h-liesañ.
An taskoù ‘po da gas da benn vat :
- Ijinañ ha lakaat e pleustr steuñvennoù kehentiñ (kelaouiñ, darvoudoù, gounit skolidi ha stajidi…)
- Krouiñ ha skignañ dafar kehentiñ efedus da sachañ evezh an dud (skritelloù, follennoù-nij, embannadennoù war ar rouedadoù sokial)
- Magañ ha kempenn lec’hiennoù skolanemsav.bzh ha stumdi.bzh
- Priziañ talvoudegezh ha frouezh ar c’houlzadoù brudañ
Barrek oc’h :
- war ostilhoù Google Workspace, WordPress, Canva ha/pe Figma, meziantoù PAO ha sevel videoioù, kempenn skeudennoù…
- war ar c’hrouiñ, hoc’h-unan pe a-stroll, da aozañ ho labour hoc’h-unan ha da verañ meur a raktres war un dro ;
- war meur a ganol ha ma meur a zoare da sevel hag embann bruderezh (niverel enlinenn, moullet, dre-skrid ha dre-gomz…)
Ar post berr-ha-berr
- Kevrat termenet he fad (a zeuio da vezañ didermen)
- 35e / sizhun rannet etre Skol an Emsav ha Stumdi
- diazezet e Roazhon + bale bro e Breizh a-bezh
- Labourat a-bell posubl evit ul lodenn eus an amzer
- Kregiñ d’an 2 a viz Gwengolo 2025
Prest oc’h da gregiñ e-barzh ?
Kasit ho CV ha lizher deomp ac’hann d’ar 24 a viz Eost 2025 !
Da gas dre bostel da gwenael.dage[at]skolanemsav.bzh et helene.bonniec[at]stumdi.bzh
Evit gouzout hiroc’h :