Kinniget e vez gant Stumdi hag e servij heñchañ e forom tro-dro d’ar micherioù hag ar stummadurioù liammet gant ar brezhoneg. An 10vet abadenn a vo e balioù kinnig doareoù da zeskiñ brezhoneg e Breizh, hag an tachennoù micherioù ha stummadurioù liammet gant ar brezhoneg. Ur marc’had a zo o tiorren (1600 post kevatal da leun amzer*)
*Diwar sifroù diwezhañ Ofis Publik Ar Brezhoneg.
PALIOÙ
→ Titouriñ ar publik war an doareoù disheñvel da zeskiñ brezhoneg, → Kizidikaat an holl publikoù war ar pezh a c’hell digas ar brezhoneg war ar postoù, → Digas d’ar publikoù divyezhek (skolajidi, liseidi, studierien, stajidi ar stummadur dibaouez, tud dilabour, gopridi…) titouroù war an tachennoù micher, ar micherioù, ar stummadurioù hag an diplomoù liammet gant ar brezhoneg.
DEIZIAD HA LEC’H
Kinniget e vo ar forom d’ar Yaou 23 a viz Meurzh 2023, eus 11e00 da 5e00 e Kreizenn sevenadurel ar family e Landerne |
Skritell da bellgargañ : SKRITELL_FOROM-2023-10vet
Darvoud facebook : https://www.facebook.com/events/473299091536058?ref=newsfeed
28 STAND (TACHENNOÙ MICHER) :Adkavit ar roll klok amañ : https://stumdi.bzh/bzh/labourat-e-brezhoneg/forom/