Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Tuto Breizh, un abadenn nevez e brezhoneg !

Tuto Breizh ‘zo un abadenn nevez savet gant Brezhoweb. Er gelaouenn-mañ eta e kinnig Juliette deomp dizoleiñ Breizh dre he daoulagad dezhi, daoulagad un europeanez yaouank en em gavet nevez zo e penn ar bed !

Kontañ a ra deomp ar wech kentañ ma oa bet bet war an oad vev da granketa, ar mod m’he doa graet anaoudegezh gant ar gouren, he fourmenadenn gentañ war vord kanol Naoned-Brest peotramant c’hoazh he gweladenn e ti Glenmor.

Evit rann gentañ Tuto Breizh, Juliette a ra anaoudegezh gant pardon ar Folgoad, hini brasañ e Breizh Izel.

Evit eil rann Tuto Breizh, Juliette a ra anaoudegezh gant sport Breizh, ar Gouren.

Evit trede rann Tuto Breizh ez a Juliette da Lannuon evit deskiñ penaos fardañ krampouezh, un dra pouezhus tre e breizh.

Evit pevare rann Tuto Breizh, mont a ra Juliette da Bempont evit ober anaoudegezh gant Merzhin ‘ba Koad Brekilien ! Merzhin, korriganez Vivien, feunteun ar yaouankiz… Daoust hag-eñ eo ken hud ha se ha peseurt mojennoù a vez kuzhet eno ?

Evit pempvet rann Tuto Breizh eo bet Juliette er fest-noz brasañ e Breizh, hini diwezhañ ar Festival Yaouank hag a vez aozet bep bloaz e Roazhon gant Skeudenn Bro Roazhon.

Evit c’hwec’hvet rann Tuto Breizh eo en em gavet Juliette gant Jennifer Scouarnec ‘ba sistrerezh Rozavern e Kraozon, evit deskiñ penaos ‘vez fardet sistr.

Evit seizhvet rann Tuto Breizh eo en em gavet Juliette gant Gaël Briand hag Yves Mervin ‘ba bon splujerezioù An Oriant, evit kompren ‘blam’ da betra e oa ken pouezhus al lec’h-mañ, deuit war e lerc’h !

Ha reoù all o tont c’hoazh…

 

Adkavit an holl rannoù war : http://www.brezhoweb.bzh/index.php?page=332&val[langue]=1