Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

STUMDI : TESTENIEKADUR KALITE TAPET !

PAPER TESTENI QUALIOPI DA BELLGARGAÑ : 413440-14331 – Certificat Qualiopi Rev1 (STUMDI)

Certification qualité délivrée au titre de la catégorie d’action suivante : ACTIONS DE FORMATIONS.

 

Laouen omp ouzh o titouriñ eo bet tapet an testeniekadur kalite gant hor c’hreizenn stummañ, evit ar rummad obererezh-mañ : obererezh stummañ.

Petra eo ar merk testeniekadur kalite PAC* ?

Dalc’hoù :

  • Aesaat dibab ur PAC evit an hiniennoù hag an embregerezhioù ;
  • Reiñ lañs evit kenderc’hel da wellaat ar pezh a vez lakaet e pleustr gant ar PAC.

 

Palioù :

  • Testeniekadur kalite dibar roet gant un aozadur dizalc’h evit ma c’hellfe ar c’hreizennoù stummañ goulenn yalc’hadoù publik pe a-stroll ;
  • Lennusted ar c’hinnig stummañ evit ar publik.

 

*PAC : Prestataires d’actions courant au développement des compétences dans le cadre d’actions de formation, de bilan de compétences, d’actions permettant de faire valider les acquis de l’expérience, d’actions de formation par apprentissage.

 

Evit Stumdi eo bet studiet pizh 7 kriter gant an APAVE diwar un teul dave broadel dibar (mellad L. 6316-3 lezenn al labour).

Respontet eo bet d’ar 7 kriter gant Stumdi : goulennoù titouroù, degemer, heuliañ, priziañ, dafar pedagogel / teknikel, micheregezh  ar stummerien….

 

Da betra a servij ?

Evit hor c’hreizenn stummañ :

  • Tapout yalc’hadoù publik hag a-stroll ;
  • Lakaat war-wel kalite hor stummadurioù evit an danvez-stajidi.

 

Evit an danvez-stajidi :

  • Bezañ sur eo micherel ar greizenn stummañ dibabet ;
  • Goulenn e vefe kemeret e karg ar stummadur ;
  • Merañ en un doare aesoc’h o hent micher (evit ar CPF da skouer)

 

Evit an arc’hantaouerien :

  • Eeunaat ha bezañ efedusoc’h evit klask un aozadur hag evit goulenn e vefe kemeret e karg ar stummadur.

 

Evit an implijerien :

  • Bezañ sur eo micherel ar greizenn stummañ dibabet evit o implijidi ;
  • Goulenn e vefe kemeret e karg ar stummadur ;
  • Eeunaat ha simplaat an traoù evit klask un aozadur.