Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Perynn Bleunven, maeronez nevez Stumdi evit 2019-2020 !

Kustum eo Stumdi da zibab bep bloaz – evit lakaat war-wel e stummadurioù hir – ur v/brezhoneger(ez) brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Ar bloaz-mañ eo Perynn Bleunven, kanerez, aktourez ha filmaozourez…a zo bet dibabet ganeomp evit bezañ ho maeronez.

Gellout a raio dre he skiant-prenet, ambrougañ ac’hanoc’h da zeskiñ ar yezh a vez implijet ganti en un doare micherel ha personel.

 

Kavit amañ-dindan he buhezskrid :

Perynn Bleunven a zo un arzourez yaouank o chom e Plabenneg. Ganet eo bet er bloavezh 1988 e Brest. Skoliataet eo bet e skol Diwan Lesneven ha skolaj Diwan ar Releg. Goude daou vloaz el lise Kerichen e Brest eo distroet d’al lise Diwan evit bloavezh ar bak.

Plijet e oa Perynn gant ar yezhoù setu he deus divizet studiañ an alamaneg en ENS Lyon. Tremenet he deus tri bloaz en estrenvro, etre Alamagn ha bro Saoz, a-benn donaat he barregezhioù war an alamaneg hag ar saozneg.

Goude bezañ tapet kenstrivadeg ar c’helenn ha kelennet en ul lise e Roazhon he deus divizet Perynn cheñch penn d’ar vazh. C’hoant he doa krouiñ traoù hag ober sonerezh gant he mignoned ha neuze eo distroet da vro Leon e 2014. Kroget he deus da gemer kentelioù kan e skol sonerezh Brest. Ha kendalc’het he deus da grouiñ videoioù evit youtube, ar pezh he doa kroget d’ober pa oa studierez.

E 2016 he deus bet ur mennozh gant he mignonez bugaleaj Justine Morvan : sevel un teen-movie e brezhoneg, a lakfe war wel ar sonerezh hag an arzoù dre vras. E pad daou vloaz o deus en em ouestlet d’ar raktres, anvet C’HWI A GANO. Gant ur skipailh bras a vignoned o deus sevenet dek rann, pep hini 10 munut.

Bremañ eo aet Perynn war ar vicher a ganerez ha muzisianez da vat. Hiriv an deiz he deus tri strollad sonerezh : unan anezho, anvet LIRIK gant he mignonez Gwenn an Dreo, a ro da glevet tonioù klasel hag opera, ha daou all a zo troet muioc’h war-zu ar sonerezhioù a-vremañ, etre pop ha jazz, gant ar PERYNN QUINTET hag an daouad PERYNN & ELISE, asambles gant ar bianourez Elise Desbordes.

 

 

Videoioù all  : https://www.youtube.com/results?search_query=Perynn

 

Pennad-kaoz ganti er gelaouenn #Brezhoneg :

Perynn Bleunven - Stumdi kreizenn stummañ d'an dud deuetPerynn Bleunven - Stumdi kreizenn stummañ d'an dud deuet