Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Penn-ar-Bed

Sites - Stumdi centre de formation en langue bretonne landerneau  Brest Business School - Stumdi centre de formation en langue bretonne

Kreizenn Théo Le Borgne – Landerne                                     Brest Business School – Brest

 

LANDERNE

📫 Kreizenn Théo Le Borgne – 1 straed ar medisin Pouliquen – 29800 Landerne.

E-kichen kreiz-kêr Landerne emañ staliet ar greizenn. Ul lec’h plijus war ribl ar stêr Elorn.

🚇🚍🚘 Gellout mont di dre an hentoù-tizh ha dre an hent-houarn (Brest-Roazhon ha Brest-Kemper).

Ma n’oc’h ket pell eus un ti gar, emañ ar greizenn war-dro 15 munutenn war droad eus an Ti gar. Posupl eo ivez, ober an hentad gant ar bus. Eurvezhioù war lec’hienn an Ti-Kêr : http://www.ville-landerneau.fr/Urbanisme-Environnement/Transports-Le-Bus

Er greizenn-mañ eo lec’hiet melestradur Stumdi.

Ur c’henlabour a zo bet gant Ti-Kêr Landerne evit kavout al lec’h-mañ. Nevesaet eo bet ar savadur evit ma c’hellfe pep servij labourat en aozioù mat hag en ul lec’h plijus.

 

Mont e-barzh : Fiches synthese R-V_registre accessibilité Landerneau

 

BREST

📫 Brest Business School – 2, bali Provence – 29238 BREST

E-barzh ar Brest Business School, e-kichen ar Penfell emañ ar savadur.

🚇🚍🚘 Posupl eo dont aes gant ar bus, an tram, an tramgarr pe gant ar c’harr-boutin. Rouedad tram/kirri-boutin : https://www.bibus.fr/

Gellout a ra ar stajidi tennañ gounid eus salioù klas plijus, hag eus ul lec’h evit debriñ ha distanañ.

Ur savenn ziavaez a zo ivez evit an ehanoù hag an oberezhioù pedagogel.

 

Mont e-barzh : Fiches synthese R-V_registre accessibilité Brest

 

Penn-Ar-Bed - Stumdi organisme de formation en langue bretonne