Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Stumdi e Brest abaoe 2013 !

Stummadurioù e brezhoneg :

Berzh a ra kreizenn stummañ Stumdi e Brest !

 Stajidi - Stagiaires Stumdi centre de formation en langue bretonne - Brest

Ouzhpenn 350 den a zo bet stummet abaoe 2013 gant Stumdi e Brest, er c’hreiz-kêr, e-kichen an Ospital Morvan.

 

A-drugarez d’ar berzh-mañ ez eus ur skipailh solut a stummerien bremañ, tapet skiant war o micher ganto, hag e kresk ingal an implij e brezhoneg dre holl e bro Brest.

 

Ur chañs dibar ouzhpenn : ur servij-heñchañ evit ar re a zo o klask labour, digoust hag efedus.

 

A-drugarez d’ar servij-mañ e c’hell kalzig a stajidi dilabour kavout un implij abaoe 2006 (ouzhpenn 80 % anezho) evit ar wech kentañ pe evit ur wech ouzhpenn, pe memes cheñch micher.

 

Alies-kenañ n’eo ket anavezet bed al labour e brezhoneg gant ar publik, met e gwirionez e vez kavet postoù-labour a bep seurt, divyezhek (galleg/brezhoneg), pe unyezhek (brezhoneg). A-drugarez d’ar servij-mañ ez eus tu da zizoleiñ kinnigoù-labour a bep seurt e brezhoneg. Skignet e vez ivez CVoù an deskidi d’un niver bras a implijerien.

 

70 % eus an implijoù kinniget a vez kavet e bed ar skolioù (kelennerien, AVS, asem…), met muioc’h muiañ e vez tennet gounid eus ar varregezh “brezhoneg” evit postoù all : sekretouriezh, bugaligoù, tiez ar re gozh, kehentiñ, touristelezh, strollegezhioù…

Ur benveg a-feson eo ar servij-heñchañ evit an implijerien : lod anezho a gas o stajidi d’ober ur stummadur (CIF), pe e vez studiet ganto CVteg ar stajidi dilabour (roet diwar o goulenn), pe c’hoazh e embannont war-eeun  o c’hinnigoù-labour war lec’hienn ar greizenn-stummañ.

 

Un diorren dizehan abaoe 2013, lakaet diaes abalamour d’ur riskl kevezerezh

 

Embannet he deus ur greizenn-stummañ all, Roudour, diazezet abaoe pell e Karaez, he c’hoant d’en em staliañ e Brest ivez adal miz Gwengolo 2019. Daoust da veur a eskemm etre an div greizenn e talc’h Roudour da soñjal e c’hell div greizenn kenvevañ en ur gêr a vent gant hini Brest. Padal n’eo ket bet tizhet c’hoazh gant Stumdi an niver brasañ a zeskidi a c’hell degemer eno, daoust dezhañ da vezañ lec’hiet mat kenañ, tre er c’hreiz-kêr, e-kichen an Ospital Morvan.

Chalet bras eo skipailh Stumdi : ma vez digresket an niver a zeskidi betek koll ur strollad, e vo kollet ur post hanter a stummer-ez.

 

Domaj eo ne vefe ket gouest Ofis publik ar Brezhoneg (fiziet ennañ ar gefridi da verañ marc’hadoù ar stummadurioù e brezhoneg gant ar Rannvro) da ziskoulmañ ar gudenn-mañ. Noaz e ra d’an holl greizennoù, ha luziet eo ar skeudenn roet d’an danvez deskidi.

Claudie Malnoë, renerez Stumdi

 

KEMENNADENN STUMM PDF : Communiqué – Kemennadenn Brest 04-04-2019

 

 

Atersadennoù radio e brezhoneg :

France Bleu Breizh Izel - Stumdi centre de formation en langue bretonne Ronan an Irien, prezidant Stumdi (00:02:22) :

https://www.francebleu.fr/emissions/keleier-noz/breizh-izel/les-informations-en-langue-bretonne-nolwenn-quioc-3

Claudie Malnoë, renerez Stumdi (00:03:52) :

https://www.francebleu.fr/emissions/keleier-noz/breizh-izel/les-informations-en-langue-bretonne-tudi-crequer-189

 

Pennadoù embannet e kazetennoù Ouest-France ha Télégramme :