Evit pellgargañ ar c’hatalog stumm PDF : Katalog Stumdi 2023-2024
Stumdi a ginnig deoc’h katalog e stummadurioù evit ar bloavezh skol 2023-2024. Ar brezhoneg a zo ur yezh vev hag o tiorren er bed ekonomikel ha sokial. Mirout a ra Stumdi liammoù kreñv gant aktourien ekonomiezh Breizh. War evezh emañ ivez ezhommoù stummañ e brezhoneg pe war ar brezhoneg evit an dud dilabour, ar studierien, an hiniennoù pe c’hoazh an implijidi. Bez e c’hell pep stajiad, a-drugarez da stummadurioù Stumdi, mont war-raok war ar yezh met ivez tapout barregezhioù ouzhpenn evit labourat. O pediñ a reomp da zizoleiñ ar pezh a c’hell Stumdi kinnig deoc’h e-barzh ar c’hatalog-mañ. |
Kavout a reoc’h e-barzh :
- Kinnig ar greizenn stummañ
- Ar sifroù
- Ar skipailh
- Ar publik
- Atoudoù
- Ar servij heñchañ
- Hor c’hevelerien
- Stummadurioù dibaouez
- Le breton en 6 mois ! (6 miz)
- Emren e brezhoneg (3 miz)
- Ober gant ar brezhoneg (3 miz)
- Stajoù ha Stummadurioù berr
- Eusa (35e)
- Bugaligoù ha brezhoneg (42e)
- 1, 2, 3…Barrek e vi !(21e)
- Loened, plant ha brezhoneg (21e)
Formulenn diouzh an ezhommoù
Maeronezed ha paeroned Stumdi