STAJ TEMATEK DRE SOUBIDIGEZH – LOENED, PLANT & BREZHONEG
📆 PRANTAD DA ZONT :
- D’an 9, 10 hag 11 a viz Gouere 2025 – 3 devezh – 21 eurvezh
- E Brec’h (56)
✍ FURSMKRID DA LAKAAT HOC’H ANV : AMAÑ
❗️Devezh diwezhañ evit lakaat hoc’h anv : 16/06/2025
Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù. Bez e c’hell Stumdi nullañ ar staj ma n’eus ket a-walc’h a dud enskrivet.
![]() |
📌 Staj dre soubidigezh :🎯Palioù :
🎯Barregezhioù da dizhout :
👥Publik : Brezhonegerien, tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù. Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Deuit e darempred ganeomp.
🧠Rekis : Live B1 / goude ur stummadur 6 miz Ar re n’o deus ket tremenet an DBY a vo priziet o live gant ur briziadenn da vare an enskrivadur.
💶 Prizioù :
|
📌Al lec’h :
E Brec’h (56) – Ekomirdi Sendegan
Bod ha boued n’eo ket war chouk Stumdi. Sed aez ur gartenn evit mirout ul leti.
📒Dafar da zegas :
- Ur benveg foto
- Ur c’harned ha kreionoù
- Un alc’hwez USB
- Dilhad evit bale hervez liv an amzer
🔎Doare da briziañ :
Ur briziadenn stumm ur c’houlennaoueg a vo graet e fin ar stummadur, evit gouzout petra a zo bet desket gant ar stajidi a-fet geriaoueg an natur hag a-fet barregezhioù liammet gant al loened hag ar plant.
🔎Programm :
-
📆 Devezh kentañ :
- Geriaoueg an natur (diazezoù)
- Pourmenadennig evit sellet ouzh al laboused
- Spisaat ar sell ouzh an natur
- Kinnig ar spesadoù laboused
- Kinnig ostilhoù evit mont pelloc’h ganti
- Pourmenadenn evit sellet ouzh al laboused ha labour pleustrek
- Bilañs
-
📆 Eil devezh :
- Pourmenadenn evit adwelet anvioù al laboused
- Geriaoueg ar plant, deskiñ deskrivañ anezho
- Kinnig ostilhoù evit mont pelloc’h ganti
- Anavezout ar familhoù pennañ a denn d’ar plantoù
- C’hoari pedagogel liammet ouzh an natur
- Pourmenadenn evit sellet ouzh ar plantoù, tresadennoù ha fotoioù
- Krouiñ un diskouezadeg
- Skrivañ ur pennad
- Bilañs
-
📆 Trede devezh :
- Pourmenadenn adwelet (al laboused, ar gwez, ar plantoù)
- Anavezout ar familhoù amprevaned stankañ
- Krouiñ stummoù gant kartoñs
- Studiañ ar c’hevnid
- Rali-foto, adimplijout ar c’heriaoueg bet desket
- Goulennaoueg priziañ
🔎Hentenn
- Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel
- Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit un implij aes
📸 POLTRIJI AR STAJ