Pajenn nevesaet d’an 29/01/2025
UR SIZHUNVEZH WAR ENEZ EUSA
📆 STUMMADUR DA ZONT
- eus ar 7 betek an 11 a viz Ebrel 2025
- eus ar 14 betek an 18 a viz Ebrel 2025
✍ ENSKRIVADURIOÙ : Lakaat ma anv
❗️Deiziad termen evit lakaat hoc’h anv : 24/03/2025
![]() |
📌 Sizhunvezh dre soubidigezh.Mintin : kentelioù.
🎯 Palioù : Bevañ e brezhoneg e-pad 5 devezh. Kreñvaet e vo live brezhoneg ar stajidi o teskiñ ar yezh diouzh ar mintin ha lakaat e pleustr o tizoleiñ an enezenn goude merenn. 👥 Publik : Tud c’hoant ganto tapout fiziañs en o brezhoneg, o wellaat o distagadur. 🧠Rakrekisoù : Stajidi gant al live B1 an DBY (DCLR*). Ar re n’o deus ket tremenet ar DBY a vo priziet o live gant ur briziadenn da vare an enskrivadur. *Diplôme de Compétence en Langue Régionale.
📌 Titouroù pleustrek :⛵ Bag : Cie Penn ar Bed 🛌 Bod : er CEMO (kambreier 4 / 6 den) Tres amañ dindan. Stajoù kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù. Bez e c’hell Stumdi nullañ ar staj ma n’eus ket a-walc’h a dud enskrivet.
💶 PRIZIOÙ :Priz publik : 620€ Priz gant un distaol (studierien, tud dilabour) : 520€ Bag, bod ha boued e-barzh ar prizioù. |
TRES CEMO
ER MEDIAOÙ
Pennad-kaoz RCF : https://rcf.fr/actualite/social/30-ans-de-stage-en-langue-bretonne-ouessant
POLTRIJI