Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Bezañ en e vleud dre skrid !

Bezañ en e vleud dre skrid - Stumdi centre de formation en langue bretonneBezañ en e vleud dre skrid - Stumdi centre de formation en langue bretonneBezañ en e vleud dre skrid - Stumdi centre de formation en langue bretonne

 

Echu eo ar stummadur 3 devezh « Bezañ en e vleud dre skrid ».

13 stajiad o doa kemeret perzh er stummadur-mañ d’an 29, 30 hag 31 a viz Here 2018 e Landerne.

Meur a hini a labour e kevredigezhioù pe skolioù e-lec’h ma ranker bemdez, pe alies mat skrivañ e brezhoneg.

Ouzhpenn evit gwellaat o brezhoneg evit abegoù personnel e oa deuet ul lodenn vras anezho evit o labour.

D’an devezh kentañ o doa labouret war an distagadur, ar yezhadur hag ar skritur. D’an eil devezh e oa bet gwelet peseurt mod treiñ ur frazenn ha d’an trede hini an doareoù disheñvel da skrivañ.

3 devezh fonnus gant poelladennoù a-bep seurt : kemmadurioù, poentadur, ereadur …,  (poelladennoù graet daou ha daou gant ar stajidi pe o-unan a-wechoù evit leuskel pep hini da labourat diouzh e dizh.

Pep hini en deus kavet e gont  !

Bep bloaz e klaskomp kinnig stummadurioù hag a glot gant  ezhommoù an dud a fell dezho deskiñ brezhoneg pe gwellaat o live yezh. Ar stummadurioù-se a vez diazezet war ar gomz hag ar wech kentañ eo da Stumdi kinnig ur stummadur war ar skrivañ.

 

Testenioù stajidi o deus kemeret perzh er staj :

Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

“Kemeret em eus perzh er stummadur « Bezañ en vleud dre skrid », evit gellet labourat e brezhoneg. Desket hon eus ar reolennoù skrid liammet d’ar brezhoneg. N’int ket ar memes re hag e galleg. Pouezus-tre eo e vefe implijet ur yezh vrav ha resis pa vez labouret ganti.” Morwenna

Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

“Me ‘moa lakaet va anv e staj “Bezañ en e vleud dre skrid” abalamour ‘moa desket brezhoneg gant ar re-gozh ha me’ moa desket skrivañ va unan penn koulz lavaret. En abeg da-se e vezan a-wechoù diasur peotramant dibourvez war boentoù yezhadur. Ar staj oa plijus kenañ : un toullad mat a dud o kemer perzh, kelennerien ampart war ar brezhoneg hag ur roll-labour a-feson. Evit mestroniañ ar brezhoneg skrivet buan a-walc’h, stajoù a-seurt-se a zo efedus. Bennoz doue da Stumdi.”  Eric

Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

“Kemeret em eus perzh er stummadur « Bezañ en vleud dre skrid » e 2018. Labourat a ran e brezhoneg met pouezus eo din kompren spered ar yezh. Traoù nevez em eus desket e-pad 3 devezh. Dedennus e oa ivez evit adwelet reolennoù ar yezh.” Eric

 

N’ho peus ket bet tro da gemer perzh ennañ er bloaz-mañ ?

Na rit ket biloù rak ur stummadur all a vo kinniget e 2019 : D’an 28, 29 ha 30 a viz Here 2019 e Landerne pe Brest (diouzh an niver a c’houlennoù).

 

Fichenn enskrivañ amañ : Follenn-nij-BEVDS-2019-2020

Muioc’h a ditouroù : 02.98.21.39.94 / contact