Echu eo ar stummadur 3 devezh « Bezañ en e vleud dre skrid ».
13 stajiad o doa kemeret perzh er stummadur-mañ d’an 29, 30 hag 31 a viz Here 2018 e Landerne.
Meur a hini a labour e kevredigezhioù pe skolioù e-lec’h ma ranker bemdez, pe alies mat skrivañ e brezhoneg.
Ouzhpenn evit gwellaat o brezhoneg evit abegoù personnel e oa deuet ul lodenn vras anezho evit o labour.
D’an devezh kentañ o doa labouret war an distagadur, ar yezhadur hag ar skritur. D’an eil devezh e oa bet gwelet peseurt mod treiñ ur frazenn ha d’an trede hini an doareoù disheñvel da skrivañ.
3 devezh fonnus gant poelladennoù a-bep seurt : kemmadurioù, poentadur, ereadur …, (poelladennoù graet daou ha daou gant ar stajidi pe o-unan a-wechoù evit leuskel pep hini da labourat diouzh e dizh.
Pep hini en deus kavet e gont !
Bep bloaz e klaskomp kinnig stummadurioù hag a glot gant ezhommoù an dud a fell dezho deskiñ brezhoneg pe gwellaat o live yezh. Ar stummadurioù-se a vez diazezet war ar gomz hag ar wech kentañ eo da Stumdi kinnig ur stummadur war ar skrivañ.
Testenioù stajidi o deus kemeret perzh er staj :
|
|
|
|
|
N’ho peus ket bet tro da gemer perzh ennañ er bloaz-mañ ?
Na rit ket biloù rak ur stummadur all a vo kinniget e 2019 : D’an 28, 29 ha 30 a viz Here 2019 e Landerne pe Brest (diouzh an niver a c’houlennoù).
Fichenn enskrivañ amañ : Follenn-nij-BEVDS-2019-2020
Muioc’h a ditouroù : 02.98.21.39.94 / contact