Facebook Youtube LinkedIn Instagram

Forom ar micherioù e brezhoneg – Digor eo furmskrid, lakait hoc’h anv en araok

Aozet e vo 13vet darvoud forom ar micherioù e brezhoneg gant Stumdi ha Skol an Emsav ar bloaz-mañ c’hoazh. Un darvoud efedus eo d’an dud o deus c’hoant labourat e bed ar brezhoneg. Ar bloaz-mañ vo digoret ar forom d’an embregerezhioù nevez e bed ar brezhoneg da reiñ muioc’h a chañs d’al labourerien kavout ul labour e brezhoneg.

Kinnit a reomp da dout an aozadurioù – kevredigezhioù, strollegezhioù, embregerezhioù, kreizennoù stummañ … – a glask brezhonegerien lakaat hoc’h anvioù e furmskrid ar forom.

⚠️ Diwallit :

  • Ar furmskrid a servij da lakaat hoc’h anv en araok, n’eo ket un enskrivadur otomatek
  • Studiet e vo ar c’hinnig da welet e klot gant reolennoù ar forom
  • Da duta labourerien eo ar forom : arabat e vo gwerzhañ produioù

Pal an devezh eo da lakaat an implijerien da vont e darempred gant al labourerien o deus c’hoant labourat e brezhoneg ha reiñ ar c’hoant d’an dud treuzkas ar yezh e bed al labour.

? Furmskrid : https://forms.gle/vD8jrxsqcmd2e8YWA

Kinnig a reomp d’an implijerien lakaat oc’h anvioù da gemer perzh er forom ar bloazh-mañ da lakaat war-raok ar yezh e-barzh o aozadurioù.

Ma vez goulennoù, deuit e darempred gant skipailh Stumdi pe Skol an Emsav.

 

Skipailh Stumdi