Stumdi a ginnig deoc’h katalog e stummadurioù evit ar bloavezh skol 2022-2023. Ar brezhoneg a zo ur yezh vev hag o tiorren er bed ekonomikel ha sokial. Mirout a ra Stumdi liammoù kreñv gant aktourien ekonomiezh Breizh. War evezh emañ ivez ezhommoù stummañ e brezhoneg pe war ar brezhoneg evit an dud dilabour, ar studierien, an hiniennoù pe c’hoazh an implijidi. Bez e c’hell pep stajiad, a-drugarez da stummadurioù Stumdi, mont war-raok war ar yezh met ivez tapout barregezhioù ouzhpenn evit labourat. O pediñ a reomp da zizoleiñ ar pezh a c’hell Stumdi kinnig deoc’h e-barzh ar c’hatalog-mañ. |
Kavout a reoc’h e-barzh :
- Kinnig ar greizenn stummañ
- Ar sifroù
- Ar skipailh
- Ar publik
- Atoudoù
- Ar servij heñchañ
- Hor c’hevelerien
- Stummadurioù dibaouez
- Ar brezhoneg dindan 840e ! (6 miz)
- Stummadur radio ha liesvedia (6 miz)
- Emren e brezhoneg (3 miz)
- Ober gant ar brezhoneg (3 miz)
- Stajoù ha Stummadurioù berr
- Eusa (35e)
- Bugaligoù ha brezhoneg (42e)
- Bezañ en e vleud dre skrid (21e)
- Loened, plant ha brezhoneg (21e)
- Formule “Pevarlamm” (180e kentelioù noz, 10 devezh, 2 sizhunvezh)
- Klask labour e brezhoneg (21e)
- Modul dizoleiñ hag en em lec’hiañ
Formulenn diouzh an ezhommoù
Maeronezed ha paeroned Stumdi
Evit sellet ouzh ar c’hatalog war ar rouedad :
https://www.calameo.com/read/004922122554944fcf469
Evit pellgargañ stumm PDF :