Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Emgav gant Krismenn hag ar stajidi !

Stajidi Brest ha Landerne o deus bet tro da gejañ ouzh o faeron, Krismenn !

A-raok vakañsoù Nedeleg e vez kinniget bep bloaz gant Stumdi daou zevezh ispisial evit distanañ !

Gant ar stummerien koulz ha gant ar stajidi e vez kinniget atalieroù a bep seurt : origami, gwriat, broderezh, sevel ur roman-foto, kanaouennoù, c’hoarioù, yoga…

Un digarez evit ar stajidi da ginnig ar pezh a ouezont ober e brezhoneg !

Krismenn en deus bet tro da gemer perzh en un nebeud atalieroù : origami, gwriat, kan…

Un nebeud skeudennoù amañ-dindan :