Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Ur staj evit Nedeleg !

Bez emaoc’h o klask ur prof evit Nedeleg ?

Marteze ez eo ar bloavezh-mañ un digarez da brofañ ur prof dreistordinal : ur staj e brezhoneg pe war ar brezhoneg !

Aozet e vez gant Stumdi meur a staj berr a-hed ar bloaz evit an deraouidi pe ar vrezhonegerien :

Ur sizhunvezh war Enez Eusa : EUSA – ur sizhunvezh dre soubidigezh

3 devezh evit adwelet reolennoù yezh : Bezañ en e vleud dre skrid

6 devezh evit en em stummañ war bed ar bugaligoù : Bugaligoù ha brezhoneg

Modul 2 zevezh evit gallegerien : MODUL STAJ NEVEZ (e galleg)

Bilañs war ar barregezhioù :Klask ul labour e brezhoneg

 

Posupl eo deoc’h profañ ar staj dre stumm ur golo-lizher brav a vo kaset deoc’h.

Adkavit amañ roll ar stajoù berr : https://stumdi.bzh/bzh/deskinbrezhoneg/stajou-berr/

Soñjit er prizioù ispisial a c’hellomp kinnig d’ar stajidi gozh, tud dilabour ha studierien.

Deuit e darempred ganeomp : 02 98 21 39 94 / contact@stumdi.bzh

Prof Nedeleg - Cadeau de Noël - Stumdi centre de formation en langue bretonneeleg