Brezhoneg = postoù labour !
Daou zevezh stourm d’an 21 ha 22 a viz Gwengolo !
E miz Mae tost da 15 000 Breizhad o doa dibunet e straedoù Gwengamp evit enebiñ ouzh ar c’huzul-bonreizhel en doa nullet ul lodenn deus al lezenn « Molac » diwar-benn ar yezhoù a reer « rannvro » anezho ha disklêriet e oa divonreizhel ar c’helenn dre soubidigezh. Kement-se a oa bet dibenn uhelañ ur c’houlzad stourm evit ar c’helenn brezhoneg en holl hentennoù hag evit ma vo un emglev Stad-Rannvro diwar-benn an implij ha treuzkas yezhoù Breizh a-zoare hag a glote gant azgoulennoù ar Vretoned.
D’an 10 a viz Even, daou gannad eus luskad prezidant ar Republik (Y. Kerlogot ha Ch. Euzet) a oa bet bet roet ar c’hefridi dezho da gavout un diskoulm da-heul an degouezh-se ha prometet o doa deomp dre hanterouriezh ar c’hazetennoù e vije seder an distro-skol.
N’eo ket seder tamm ebet an distro-skol.
En deskadurezh divyezhek publik eo bet renablet un tamm mat a ziaesterioù : klasoù serret, raktresoù digeriñ n’int ket bet kaset da benn, diaezamantoù da duta skolaerien…
En eil derez e liseoù Gwengamp ha Montroulez hag e skolajoù Kallag, Plouha, Lanveur, Plañvour, Sant-Brieg, hag er c’hentañ derez e Kleder, Langidig, Kleden, Montroulez, Pleuzal-Runan, Moñforzh…
Er skolioù Diwan, klasoù skolajoù ar Releg ha Plijidi zo karget mat peogwir eo bet degemeret ar vugale n’o deus ket kavet plas en deskadurezh publik kar n’eo ket bet gouest ar Stad da ginnig ar c’hendalc’h pedagogel (betek 40 bugel dre glas !!)
Darn eus al lezenn Molac zo talvoudus c’hoazh :
Da skouer e rank an Deskadurezh-Stad doujañ ouzh ar c’hendalc’h pedagogel en eil derez evit an hentenn bublik divyezhek. Ne vez ket doujet ouzh al lezenn gant ar servij publik.
Evit Diwan e rank an tez-kêr a gas bugale davet ar skolioù Diwan paeañ an treziad-skol evit bugale o c’humun. Kalz a chom hep en ober.
Kuzul Rannvro Breizh zo bet dilennet en ur brometñ « nebeutoc’h a Bariz ha muioc’h a Vreizh », evel m’en lavare an Ao. Prezidant Loig Chesnais-Girard… An holl zilennidi pe strolladoù e penn an departamantoù hag ar Rannvro a oa deuet da vanifestñ e Gwengamp ha roet o c’her da zifenn ar brezhoneg.
Danevell Yannick Kerlogot ha Ch. Euzet n’he deus diskoulmet mann ebet ha n’eo ket talvoudus da sederat an distro-skol.
Gwashoc’h c’hoazh ! Emaomp o paouez gouzout e oa bet kuzhet deomp un danevell all savet e 2019 gant daou enseller an Deskadurezh-Stad : Yves Bernabé ha Sonia Dubourg Labrovv, diwarbenn ar c’helenn dre soubidigezh e Diwan. O c’hinnigoù a c’hellfe bezañ implijet en holl hentennoù.
Anzav a reont ez eo efedus hag a galite deskadurezh ar skolioù Diwan, hag ar c’helenn dre soubidigezh, aliañ a reont koulskoude da zigreskiñ an niver a eurioù kelennet e brezhoneg war an amzer skol. Evel ma kinnigont da sellet pizh hag-eñ e klot ar c’hevratoù kevrediñ etre Diwan hag an Deskadurezh-Stad gant al lezenn.
Peogwir ez eo deuet Diwan da vezañ unan eus arouezioù Breizh e kinnig danevell 2019 da ziskar Diwan. Ar C’huzul-bonreizhel en deus disklêriet e miz Mae emañ enepvonreizhel ar c’helenn dre soubidigezh. Mard eo lakaet e pleustr ar pezh a ginnig an danevell e vo Diwan en arvar da vervel ha ne vo ket tu mont gwall bell war hent ar soubidigezh en deskadurezh publik.
N’eus anv ebet gant ar C’huzul Rannvro da dalañ ouzh an dagadenn nevez-mañ.
En soñj emañ dilennidi Kuzul Rannvro Breizh da gaozeal gant ar Stad diwar-benn an emglev Stad-Rannvro evit treuzkas ha kelenn Yezhoù Breizh hep goulenn da gentañ-tout e vije korbellet an diellse ?
N’hon eus ket klevet anezho. Pas muioc’h pe re nebeut diwar-benn diaesterioù an distro-skol. Siwazh.
Labourerien ha labourerezed ar brezhoneg, ganeoc’h eo vez lakaet an traoù da dreiñ war an tu mat ha kement-se gant nebeut a arc’hant !
Degasomp da soñj d’an dilennidi ar pezh o deus prometet !
Ar brezhoneg a vevo, rankout a ra hon hentennoù mont war gresk en ur mod seder ha pas krakvevañ en ur c’houzañv ar rusterioù ekonomikel, an divarregezhioù, hag enebiezh ar Stad pe ur maodiern bennak.
Er skolioù, skolajoù, liseoù, gant ar skolidi, ar gerent, ar genseurted en holl hentennoù, implijidi ar radioioù, ar gelaouennerien skinwel, gopridi ar c’hreizennoù sevenadurel, re an emglevioù-bro, kelennerien kentelioù noz, stajidi, implijidi ttlet, GWATASMed, implijidi nann-gelennerien, buhezourien ar c’hreizennoù dudi , ar magourioù, pe labourerien ar melestradur pe an OPAB, aktourien ha tud oberiant er c’hwleweled hag er sinema pe er c’hompagnunezhioù c’hoariva…
D’an 21 a viz Gwengolo eo bet kemeret perzh gant an implijdi brezhonegerien er stourmadeg war o lec’h-labour en ur aozañ un emvod kelaouiñ, un tolpadeg, un oberenn bennak dindan ar ger-stur : « brezhoneg = postoù labour » hag embannet ar poltredoù war ar rouedadoù sokial.
D’an 22 a viz Gwengolo e Karaez da 4e GM dirak Kastell Kerampuilh a-benn lakaat hon azgoulennoù da vezañ klevet, fellout a ra deomp bezañ degemeret gant Ch. Troadec bez prezidant ar Rannvro e karg eus ar brezhoneg :
-Ar c’hendalc’h pedagogel en eil derez en deskadurezh publik divyezhek hag un doare da duta tud evit tremen dreist ar skoilhoù er c’hentañ derez.
-Kresk an debarzhadur hollek a eurvezhioù (DHE) e skolajoù Diwan Plijidi hag ar Releg a rankfe tuta ha daouhanteriñ ar c’hlasoù.
-An treziad-skol evit gwir a-berzh an holl gumunioù da zDiwan, ar pezh a servijo da welaat an doareoù da labourat ha stad an implijidi nann-gelennerien.
-Kresk ar postoù evit ar c’henstrivadegoù kelennerien divyezhek en hentennoù prevez, publik hag e Diwan. Er c’hentañ koulz hag en eil derez. E Akademiezh Roazhon hag e Naoned.
-Ur c’hinnig ledanoc’h a zanvezioù kelennet en deskadurezh publik ha prevez er skolaj hag el lise.
-Un dislavar splann ha sklaer a-berzh ar Rannvro diwar-benn danevell Yves Bernabé ha Sonia Dubourg Labrovv a zo e bal diskar Diwan hag ar soubidigezh.
-Ur poent kelaouiñ gant Rannvro Breizh da c’houzout pelec’h emaomp degouezhet gant an emglev Stad-Rannvro diwar-benn Yezhoù Breizh a zo chomet sac’het abaoe miz C’hwevrer 2021.
-Un dislavar splann ha sklaer a-berzh ar Rannvro diwar-benn labour didalvoud ha dipitus Y. Kerlogot ha Ch. Euzet a zo en soñj da fziañ d’ar Stad hepken aozadur ar c’helenn divyezhek.
-Kresk an danvezioù a c’hellfe bezañ e brezhoneg evit ar Breved hag ar Bak evel ma vez goulennet gant liseidi ha skolajidi Diwan e-mesk reoù all.
-Ar gwir d’ober gant ar c’helenn dre soubidigezh en holl hentennoù evel ma c’heller en ober e hanternoz Bro-Euskal e-lec’h m’eo bet asantet gant Akademiezh Bourdel digeriñ pevar c’hlas publik dre soubidigezh.
-Distro kelenn ar brezhoneg e Skol-veur Naoned ha kevrata skol Diwan Sant-Ervlan a rankfe bezañ graet dija.
-Kresk frank budjed ar brezhoneg gant Kuzul Rannvro Breizh. Ur c’hresk ret da ziorenn an obererezhioù brezhonek en ur grouiñ postoù labour. Ur plas ledan d’ar brezhoneg er vuhez foran hag ur c’hinnig a obererezhioù brezhonek liesseurt evit an holl zo ret evit ur politkerezh yezh poellek.
-Evit ma vo difennet ha broudet war an ton bras hor yezh gant ar Rannvro war dachenn Breizh abezh (gant Bro-Naoned).
MEDIAOÙ :
France 3 Iroise (3:30→4 :17) : https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/emissions/jt-local-1920-iroise
Taol Lagad da 12e (Diwan Gwened) : https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/emissions/jt-local-1213-taol-lagad
Pennad Ouest-France : https://www.ouest-france.fr/bretagne/landerneau-29800/breton-limmersion-devenue-anticonstitutionnelle-7c0dab3e-47d7-4edb-855a-a07ce59d33dc?utm_source=panorapresse&utm_medium=site
Pennad-kaoz FBBI (02 :42) : https://www.francebleu.fr/archives/emissions/keleier-breizh-7e15-fb-breizh-izel/breizh-izel