Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Sten Charbonneau, paeron nevez Stumdi

Kustum eo Stumdi da zibab bep bloaz – evit lakaat war-wel e stummadurioù hir – ur v/brezhoneger·ez brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Ar bloaz-mañ eo Sten Charbonneau, troour, jubennour hag embanner c’hoarioù pedagogel, a zo bet dibabet ganeomp evit bezañ paeron Stumdi. Gellout a raio dre e skiant-prenet, ambrougañ ar stajidi da zeskiñ ar yezh a vez implijet gantañ en un doare micherel ha personel.

Sten Charbonneau - Stumdi centre de formation en langue bretonne

BUHEZSKRID

Piv on ? Pa oan krennard em eus desket Brezhoneg, drezon va-unan, en ur selaou an dud tro-dro din, koulz e Kerne, e Leon hag e bro-Wened. Meur a vicher em eus bet graet, eus gwerzher levrioù e stal Gweltaz ar Fur «Ar Bed Keltiek» e Kemper, da houarner e Kreiz-Breizh, a-raok mont da ginnig abadennoù radio e Brezhoneg war Radio Menez Du da gentañ, ha Radio Breizh-Izel (France Bleu) e-doug un 10 vloaz bennak. Eno em eus bet tro da gejañ gant milieroù a vrezhonegerien, ha toullañ kaoz gant kalz outo, evit brasañ plijadur ar selaouerien. Savet ‘moa ur gevredigezh (Bemdez) evit kinnig kontadennoù e Brezhoneg d’ar vugale. Da neuze e oan krog ivez da ginnig abadennoù war al leurennoù, evel kampionad ar Bagadoù da skouer.

Goude-se oan aet da gelenner e lise ha Skolaj Diwan, evit kelenn koulz Saozneg (ma eil yezh) ha Brezhoneg. Roet ‘meus ivez kentelioù-noz gant Mervent, kemeret perzh en enrollañ mouezhioù gant Dizale evit eilmouezhiañ filmoù e Brezhoneg. Difazier  romantoù evit ar yaouankiz on bet evit Keit Vimp Bev, koulz ha bezañ bet oc’h enrollañ anezho.

Dre ma labour a gelenner em eus dizoloet talvoudegezh ar c’hoarioù evit an deskiñ yezhoù, ha dre-se em eus savet un embregerezh evit embann c’hoarioù savet ganin, evel « Klask ar Ger » pe « Din an Dorn », met ivez « N’out ket Barzh » ha nevesoc’h ‘zo « Diwar-dizh ». Animatour on bet evit Brezhoweb, pa lakaen  an dud a veze pedet en abadenn da c’hoari Klask ar Ger pe Silañ ar Ger, ha kinnig a ran div bajennad c’hoarioù e pep niverenn eus ar gelaouenn #brezhoneg embannet gant Skol an Emsav. Kas a ran en-dro nozvezhioù c’hoari gant skolidi, skolajidi, stajidi war ar yezh pe kevredigezhioù.

Stummer on evit DAO, Mervent pe Diwan, war implij ar c’han hag ar c’hoarioù er c’hlas.

Troour a-vicher on ivez abaoe en tu all da 20 vloaz bremañ, kustum on da dreiñ danvez pedagogel, istorel ha skiantel, evit diskouezadegoù e lec’hiennoù internet, met ivez istorioù ha kontadennoù. Jubennour on ivez, evit emvodoù-meur pe abadennoù, dre-se e kemeran perzh er Prizioù France 3 da skouer, dalc’hoù ar C’huzul Sevenadurel hag ar saloñsoù levrioù, betek bezañ abaoe warlene jubennour er C’huzul Rannvro, evit ar wech kentañ e kuzulioù rannvroioù ar C’hwec’hkogn.

Kenlabouret em eus gant Astrakan Project, da gentañ evit treiñ sonioù, goude-se evit sevel un albom e Brezhoneg « Inês Rouanez », diwar labour Simone Alves ha Yann Gourvil.

Hiriv a deiz  e labouran war an doareoù da gelenn yezhoù, sevel, embann ha kinnig c’hoarioù nevez, e Brezhoneg hag e yezhoù all (Gouezeleg, Gallaoueg…);