Stumdi, aozadur-stummañ aotreet dindan ur statud kevredigezh, a zo arbennikaet abaoe 33 vloaz war ar stummañ e brezhoneg d’an daoulamm evit an oadourien
Ur servij heñchañ diabarzh a vez kinniget abaoe 2006 d’e stajidi dilabour (heñchet e vez bep bloaz ur c’hant bennak a dud dilabour).
Hiziv an deiz, n’eus nemet ar stajidi a c’hell tennañ gounid eus an heñchañ war-zu postoù labour liammet gant ar brezhoneg ha padal e kresk an niver a c’houlennoù eus an diavaez.
Krouet hon eus neuze ur stignad heñchañ nevez, digor d’an holl vrezhonegerien dilabour, dindan stumm stajoù 3 devezh, gant ar pal reiñ dezho binvioù evit kaout ar muiañ posubl a chañsoù da gavout ur post liammet gant ar brezhoneg.
Palioù ar staj :
- En em lec’hiañ war marc’had al labour liammet gant ar brezhoneg
- Kaout teknikoù evit kavout labour e brezhoneg
- Mont war ar renk e brezhoneg
Petra ? 3 devezh staj distag gant kentelioù kaset da-benn gant servij heñchañ ha pedagogel Stumdi (anavezout marc’had al labour divyezhek, sevel ur CV hag ul lizher emginnig, prientiñ ur bodad-tuta…)
Evit piv ? klaskerien-labour, liseidi, studierien, gopridi … brezhonegerien
Rakrekis : live B1-2 an DBY d’an nebeutañ (live 3).
Pegoulz ha pelec’h ?
Ar staj-mañ a vo kinniget a viz da viz diouzh an niver a c’houlennoù war un departamant e lec’h m’eo staliet Stumdi : Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor, Morbihan.
- 1 → 5, 12 ha 19 a viz Du 2019
- 2 → 3, 10 ha 17 a viz Kerzu 2019
- 3 → 7, 14 ha 21 a viz Genver 2020
- 4 → 4, 11 ha 18 a viz C’hwevrer 2020
- 5 → 10, 17 ha 24 a viz Meurzh 2020
- 6 → 7, 14 ha 21 a viz Ebrel 2020
- 7 → 5, 12 ha 19 a viz Mae 2020
- 8 → 2, 9 ha 16 a viz Even 2020
Termen evit lakaat hoc’h anv : ur miz a-raok
Priz : 380€. Ar stummadur-mañ a c’hell bezañ kemeret e karg dre ar stummadur dibaouez. Deuit e darempred ganeomp.
Evit kaout muioc’h a ditouroù, deuit e darempred ganeomp : https://stumdi.bzh/bzh/darempred/
Evit pellgargañ ar follenn-nij (fichenn enskrivañ): Follenn-nij_STAJ_SH