Ampart e 3 miz.
3 miz dre soubidigezh evit mont pelloc'h gant ar brezhoneg, war-zu al live B2-C1.
Ampart e 3 miz
Pas encore décidé·e ? La réunion d’info est gratuite, en ligne, sans engagement. Deuit e darempred ganeomp !
Mont war varrekaat.
Gouzout a rit brezhoneg dija, met fellout a ra deoc'h mont pelloc'h ganti : komz flouroc'h, skrivañ asur ha deskiñ gerioù nevez. Gant ar stummadur Ampart ho po 3 miz evit hen ober !
Savet eo ar programm tro-dro da 3 raktres fetis, ur sizhunvezh staj ha modulennoù evit adwelet poentoù yezhadur zo ha donaat ha kouiziegezhioù. Live bizet : B2-C1, testeniet dre an DBY (DCLR Breton).
3 miz, 3 raktres.
Enrollañ ur brezhoneger.ez ampart
Mont e darempred gant ur yezher.ez, aozañ an atersadenn ha rentañ kont da-c'houde.
Kinnig dre gomz
Sevel ha kinnig un eztaoladenn vrezhonek d'ar strollad.
Raktres krouiñ
Kas da-benn ur raktres liammet gant un ensavadur diavaez : kevredigezh, skol, kleweled, strollegezh,...
Ils l’ont vécu.
Je parlais breton, mais je n’osais pas. Trois mois plus tard, je travaille en breton tous les jours et j’ai obtenu mon C1.
Sesionoù da zont.
Daou zalc'h ar bloaz, a viz Ebrel da viz Even hag a viz Gwengolo da viz Kerzu. Digor e vez an enskrivañ a-hed ar bloaz, degemeret e vez an teuliadoù betek an eil sizhun diwezhañ a-raok deroù ar stummadur.
Titouroù dre ar munud.
Objectifs, prérequis, tarifs, modalités : tout ce qu’il faut savoir avant de vous inscrire.
Palioù
Mestroniañ ar barregezhioù yezh ret evit kas oberezhioù labour brezhonek da-benn.
Barregezhioù da dizhout :
- Kompren dre lenn
- Kompren dre selaou
- Ezteurel dre gomz
- Ezteurel dre skrid
- Kendivizout
Testeniekadur da dizhout
Live B2 pe C1 an DBYR brezhonek, hervez framm european boutin dave evit ar yezhoù (CECRL).
Publik
Kement den deuet : klasker.ez labour, kelenner.ez/skolaer.ez, goprad.ez, studier.ez, profiloù hiniennel
Rakrekizoù
- Bout tapet al live B1 (portfolio CECRL), da lâret eo live 3 an diplom barregezh war ar yezh (DCLR)*
- Bout gouest da labourat dre soubidigezh
* N'eo ket bet priziet ho live brezhoneg c'hoazh ? Deuit e darempred ganeomp.
Padelezh
3 miz, 406 eurvezh ur sizhunvezh staj micherel diavaez en o zouez. 35 eurvezh ar sihzun.
Tarif
Paeet e vez frejoù an DCLR (100 €) gant ar Rannvro. An dielloù da-heul a zispleg prizioù ha sikourioù a c'hellfed kaout e-kerzh ar stummadur hag evit paeañ ar frejoù pedagogel.
- Prizioù 3 miz Stumdi · nevesaet d'an 29-02-2024
- Sikourioù ha digolloù · nevesaet d'an 29-02-2024
Deuit e darempred ganeomp evit kaout ur rakpriz pe ober ur goulenn bennak.
Landerne (29), Brest (29), Gwengamp (22), Sant-Brieg (22), Plañvour (56) ha Gwened (56).
Studiañ ar yezh
Distagañ, yezhadur, treiñ, rannyezhoù,..., dialectes…
Sevenadur
Istor, lennegezh, hengounioù dre gomz, kanoù, dansoù, sonerezh,...
Lodenn vicherel
Sevel ha solutaat e raktres micherel, eskemm gant labourerien vrezhonek.
Lakaat ar yezh e pleustr
Kendivizout get brezhonegerien.ezed er sal-gelenn pe er-maez, stalioù komz, c'hoarioù, obererezhiom dorn,...
Termenoù enskrivañ
2 zalc'h ar bloaz : Ebrel → Mezheven ha Gwengolo → Kerzu. Enskrivadurioù digor a-hed ar bloaz, degemeret e vez an doserioù betek div sizhun a-raok an distro-skol.
Penaos lakaat e anv
- Emvod kelaouiñ enlinenn diret
- Degemer diouzh an doser (CV, lizher emginnig)
- Emvod kinnig ar greizenn hag e stummadur
- Emgav hiniennel (raktres micherel, arc'hantaouiñ)
Hor strolladoù a vez etre 10 ha 16 den enno.
Evit kaout testeniekadur an DCLR brezhonek, marilhet gant France Compétences (fichenn RS 5465), e vez priziet al labourioù produet dre gomz ha dre skrid e-kerzh ar stummadur.
Doareoù
Stummadur war ar lerc'h gant ur yaouvezh a-bell bep eil sizhun.
Dafar
- Ur skipailh pedagogel ha melestradurel ampart, testeniekaet live C1 an DCLR pe titlet war ar brezhoneg
- Daou implijad oc'h ober war-dro ambroug ar stajidi.
- Emvodoù skipailh kenurzhiañ ingal
- Dafar e pep sal (Videobannañ, urzhiataerioù, kenrouedad,...)
- Savenn bedagogel evit ar c'hentelioù a-bell (Google Classroom)
Hentennouriezh
- Programm boutin etre holl greizennoù Stumdi. Kizidikaet e vez ouzh ar rannyehzoù.
- Skorioù labour paper pe niverel
- Lakaat ar pezh desket e pleustr raktal ha reiñ buhez d'ar soubidigezh
Digor eo ar stummadur d'an dud nammet. Azasaduriom a c'hellfec'h kaout : Kit e darempred get an implijadez dave.
Ho koulennoù.
Deuit e darempred ganeomp : kinniget e vo deoc'h ur briziadenn verr evit gwiriañ e klot ho live gant palioù ar stummadur pe heñchañ ac'hanoc'h war-zu ur stummadur 6 miz diouzh an ezhomm.
Gellout a ra bout hervez saviad an den : Rannvro Breizh, CPF, Transitions Pro, Frañs Labour, implijer pe OPCO. Nous vous accompagnons dans le montage du dossier lors de l’entretien individuel. Sikouret e vioc'h o sevel ho teuliad da vare an emgav hiniennel.
Kas a reoc'h ho sizhunvezh en ur framm ma vez ar brezhoneg yezh ar labour (skol, magouri, kleweled, kevredigezh,...). Skipailh Stumdi a sikouro ganeoc'h kaout ho lec'h staj.
Ya rak leun-amzer eo ar stummadur. Ur yaouvezh a-bell a vez bep eil sizhun.
Prest da stagañ ganti ?.
Commencez par une réunion d’information : une visio d’une heure pour tout savoir, gratuite et sans engagement.
