Deskiñ brezhoneg dre soubidigezh
Abaoe 40 vloaz emañ Stumdi perzh er stummañ war ar brezhoneg. Diazezet eo hor stummadurioù war ar soubidigezh : adalek an deiz kentañ e vez ar brezhoneg yezh ar c'hentelioù, lusket-int gant ur skipailh stummerien ennañ meur a rannyezh ha plegoù komz, o skeudenniñ pinvidigezh ar yezh. Ha pa vefec'h o kregiñ ganti pe brezhoneger c'hoazh, pep hini a gavo peadra da vont da yezher ampart, dre gomz kenkoulz ha dre skrid.
Stummadurioù e Breizh a-bezh
E c'hwec'h lec'hienn ha tri departamant disheñvel e kinnigomp stummadurioù hir : Brest, Landerne, Plañvour, Gwened, Gwengamp ha Sant-Brieg. Stummadur 6 miz evit an deraouidi, prantad 3 miz ouzhpenn evit mont pelloc'h, prantad stummañ 9 miz war-zu ar c'helenn divyezhek pe formulenn hiron : Pep raktres ha pep saviad a gavo ar formulenn a zere dezhañ.
Arc'hantaouiñ ha fredoù
Dre ma'z eo Stumdi testeniet gant ar label Qualiopi e c'hell e stummadurioù bout arc'hantaouet gant ar CPF, ar savenn Projet de Transition professionnelle pe servijoù Frañs Labour. Skoazellet e vezit ganeomp evit sevel ho toser. E-kerzh ar stummadur ha goude e vezit ambrouget war-zu ar labourat brezhonek : bugaligoù, kelenn, kleweled, sevenadur pe strollegezhioù foran.



