Landerne
Maner Keranden, ru Jehan Bazin.
Voir le siteGant Stumdi e vez stummet tud deuet war ar brezhoneg dre soubidigezh. Ur gevredigezh, 16 goprad·ez, ur pal : lakaat ar brezhoneg da vevañ war ar pemdez.
Savet e Treglonoù e 1986, Stumdi zo bet ganet diwar ur soñj simpl : un den deuet a c'hell deskiñ brezhoneg founnus, gant ma vo soubet er yezh war ar pemdez.
40 vloaz diwezhatoc'h e stummomp dekadoù a dud bep bloaz : tud o cheñch micher, danvez kelennerien, tud hag a zo tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg.
Rakrekis ebet, diplom ebet goulennet : digor eo hor stummadurioù d'an holl, ne vern o hent-buhez.
Strolladoù bihan, ur skipailh hag a selaou, ul lusk fonnus met n'eo ket divius.
Kanaouennoù, c'hoariva, pourmenadennoù, tud da gaozeal ganto : stag ouzh ar vuhez wir eo ar brezhoneg, ha n'eo ket ouzh fichennoù da zeskiñ dre eñvor.
Eus Treglonou da 6 kreizenn e Breizh a-bezh, pazennoù pennañ ar gevredigezh.
Lañset eo Stumdi gant un nebeud stourmerien.
6 miz, 35e bep sizhun. Hor stummadur brudetañ !
Digoret meur a greizenn e Penn-ar-Bed, Morbihan hag Aodoù an Arvor.
Muioc'h evit 3 000 den stummet ganeomp hag ur skipailh 16 den.
Au-delà du breton, prendre 6 mois pour soi pour apprendre, c’est formidable. Je ne suis pas venue un seul matin à reculons.
6 kreizenn e Breizh, e-kichen ho ti !
Respontoù d'ar goulennoù a glevomp d'an aliesañ.
Ma'z oc'h gouest da lenn ar bajenn-mañ e voc'h intereset kentoc'h gant hor stummadurioù evit ar vrezhonegerien : Ampart e 3 miz, Eusa brezhonegerien, Plant, loened ha brezhoneg pe c'hoazh 1, 2, 3 Barrek e vi !
Ar stummadur 6 miz zo graet evit an deraouidi.
Diouzh ho profil e vo graet : Rannvro Breizh, CPF, Transitions Pro, Frañs Labour, OPCO pe arc'hantaouiñ hiniennel. Ambrouget e voc'h gant hor skipailh evit sevel an doser.
En unan eus hor c'hreizennoù : Brest, Landerne, Plañvour, Gwened, Gwengamp ha Sant-Brieg. Stummadurioù divoutin a vez kinniget e lec'hioù all ivez ! Deuit e darempred ganeomp.
E fin ar 6 miz en em gav al lodenn vrasañ eus hor stajidi gant ul live B1.2 pe uheloc'h. Evit an 3 miz eo al live B2 pe uheloc'h a zo bizet.
Ya 'vat ! Stumdi zo sertifiet "Qualiopi au titre des actions de formation", setu e c'heller kavout kenarc'houanterien evit hor stummadurioù (kevelerien publik, OPCO, CPF...)
Abaoe 1986 e stummomp tud deuet war ar brezhoneg dre soubidigezh. Emañ ar sez e Landerne, ha degemeret e vez dekadoù a stajidi bep bloaz e 6 kreizenn e Penn-ar-Bed, Morbihan hag Aodoù an Arvor, evit stummadurioù berr pe hir.
16 goprad·ez, 12 stummer·ez en o zouez, a ambroug ar stajidi, eus an emvod kelaouiñ betek fin ar stummadurioù. Aozadur sertifiet gant Qualiopi, Stumdi a labour gant Rannvro Breizh, Ofis Publik ar Brezhoneg ha kalzik a gevelerien all evit kas ar brezhoneg war-raok war ar pemdez.