Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Diplom Barregezh war ar Yezh – Brezhoneg

DIPLOM BARREGEZH WAR AR YEZH – BREZHONEG

centre de préparation DCL Diplôme de Compétence en Langue Breton StumdiLakaat da dalvezout ho live barregezhioù war ar brezhoneg en Europa a-bezh eo ar pal.

 

An deskadurezh-stad, dileuriet gant ar GIP-FAR, a ginnig bep bloaz un testeniekadur war ar brezhoneg.

Eus petra’zo kaoz ?

  • Kinnig un testeniekadur evit e varregezhioù war ar yezh anavezet en Europa a-bezh ; ar pezh zo un dra gaer da lakaat war e CV ;
  • Priziañ ar barregezhioù tapet fin ur stummadur 3, 6 pe 9 mizvezh pe ur staj berr.

 

Diplôme de Compétence en Langue Breton - Stumdi centre de formation en langue bretonne UN DIPLOM STAD

Un diplom stad eo. Pep stajiad a dremen an arnodenn e fin ar stummadur.

Diplôme de Compétence en Langue Breton - Stumdi centre de formation en langue bretonne 5 LIVE
Roet e vez ul live barregezh d’an emstriverien diouzh ar pemp re a zo e portfolio europat ar yezhoù (etre A2 ha C1).
Diplôme de Compétence en Langue Breton - Stumdi centre de formation en langue bretonne 2 BRANTAD BEP BLOAZ

Aozet e vez gant ar Gipfar 2 wech ar bloaz (Miz Meurzh / Miz Even).
Un enskrivadenn dre vloavezh keodedel (nemet gant un dirojañs).

 

Aliesoc’h-aliesañ e c’houlenn an implijerien al live yezh bet tapet gant an dud d’an D.B.Y.

Ar frejoù enskrivañ a vez kemeret e karg gant Rannvro Breizh (servij yezhoù Breizh) evit pep den (100 € dre emstriver).*

Bez e c’hell ar stajidi gant kudennoù yec’hed goulenn tapout amzer ouzhpenn evit tremen an DBY.

*Betek ma cheñchfe

 

Prientiñ a ra Stumdi, gant e stummadurioù 3, 6 pe 9 miz da dapout testeniekadur : DCLR | N° RS5465 | Ministère de l’Education nationale et de la jeunesse

 Testeni DCL tapet gant Stumdi

 

Evit pleustriñ war an DBY : AMAÑ