Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Krismenn, paeron Stumdi 2018-2019

Kustum eo Stumdi da zibab bep bloaz – evit lakaat war wel e stummadur hir – ur v/brezhoneger(ez) brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Goude Klaris Lavanant, eo Krismenn a vo paeron Stumdi ar bloaz-mañ, evit e labour treuzkas ar brezhoneg dre ar c’han hag ar sonerezh.

En ur asantiñ bezañ paeron et c’hello dre e skiant-prenet micherel ha personnel, ambrougañ ar stajidi da zeskiñ ar yezh a vez implijet gantañ bemdez.

 

BUHEZSKRID :

Krismenn en deus toullet e hent dezhañ. Bet lusket gant ar gwerzioù hag ar c’han ha diskan e vount-divount bremañ an hengounioù o lakaat ar brezhoneg da seniñ en ur mod na oa ket bet graet a-raok.

Goude bezañ kanet e-unan gant binvioù akoustik pe c’hoazh gant Alem paotr ar beatbox, ‘oa deuet e-maez e bladenn gentañ « N om gustumiñ deus an deñvalijenn » e 2017. Meskañ a ra rap ha kanaouennoù gant sonerezh elektronek, field-recording ha gitar slide. Taolenniñ a ra Krismenn un douar dileusket, tud kollet o klask barzhoniezh ‘ba’ kement tra a vez kavet c’hoazh.

 

Un nebeut videoioù :

 

 

Ha reoù all : https://www.youtube.com/user/krismenn29