Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Hentenn ha pedagogiezh

Peseurt pedagogiezh zo gant Stumdi ?

 

« Diouzh an degouezh e vez ar bedagogiezh bepred, hervez ar strolladoù, hervez ar gouezadoù, hervez ar palioù, hervez ar c’henarroud. ». Didier Noyé, Jacques Piveteau, Guide pratique du formateur.

 

Perzh dibar Stumdi eo bezañ savet doareoù kelenn buhezek hag etreoberiat.

 

Buhezek : estreget gant ar penn e tesker, ar c’horf en e bezh a labour (poelladennoù-c’hoari, pouez-mouezh, kan ar yezh, c’hoariva…).

Etreoberiat : kenskoazell a vez etre ar stajidi, deskiñ a reont an eil re gant ar re all (komz e brezhoneg, diouzhtu, e-pad ar c’hentelioù hag e-pad an ehanoù).

 

Eeun eo pal hor stummadur : Komz aes e brezhoneg

 

Ar stajiad, ar stajiadez zo perzh er stummadur: ret eo dezhañ pe dezhi splujañ e-barzh, kemer perzh, kas an deskiñ war-raok.

Meur a zoare-kelenn: pep stummer, pep stummerez a zibab e-touez ar binvioù hag an doareoù-kelenn ar re a zo ar muiañ diouzh an dud emañ o kelenn dezho.

 

Daou stummer hag a ra gant ar memes hentenn a c’hell ober ganti e doareoù disheñvel rak disheñvel eo o fersonelezhioù. Ar stummerien hag ar stummerezed a gomz kalz etrezo diwar-benn al labour emaint o kas war-raok: unvan eo ar c’helenn, daoust d’al liested.

 

A-drugarez da liested an doareoù hag ar binvioù kelenn, abalamour da bersonelezhioù lies ar stummerien hag ar stummerezed e kavo pep hini un hent deskiñ hag a vo dioutañ.

 

N’eus ket un « hentenn Stumdi », un dibab doareoù-kelenn zo, hag ar boaz d’ober diouzh ar strolladoù, diouzh an dud.

Brezhoneg kelennet standart ha perzhioù yezh al lec’hioù deskiñ.