Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Stummadur nevez BUHEZIÑ RADIO-LIESVEDIA

Affiche formation radio multimédia en langue bretonne - stumdi

Skritell : Yann Champeau Graphiste – 06 27 16 12 72 – Photo : AdobeStock

Errout a raio an RND(1) a-benn nebeud e Breizh. Cheñch a raio kalz bed ar radioioù er bloavezhioù da zont.

Evit krouiñ programmoù liammet gant an dachenn, o tiskouezh liesseurted ar yezhoù, nerzh an ekonomiezh sokial ha kengret e ranko ar radioioù kevredigezhel a labour e brezhoneg kreñvaat o skipailhoù.

 

Stummadurioù war ar c’hleweled hag ar radio a zo dija met hini ebet kinniget e brezhoneg.

Stummadurioù war ar brezhoneg a zo dija ivez met hini ebet liammet gant an dachenn-vicher-mañ.

 

Stumdi, asambles gant skoazell Ti ar Vro Gwengamp hag ar 5 radio kevredigezhel (2) e brezhoneg, o deus kavet e vefe un taol-kaer krouiñ ur stummadur war patrom ar 6 miz anavezet dija. Kentelioù evit kreñvaat al live brezhoneg dre skrid ha dre gomz a vo kinniget a-hed ar stummadur, kaset da-benn gant stummerien Stumdi ha prezegennerien a-vicher a zeuio ivez evit labourat war kefridioù liesseurtar radio.

Meur a is-voduloù (3) war un tem resis a vo digor d’ar publik ivez, evit un devezh pe muioc’h (arc’hantaouet da skouer a-drugarez d’ar CPF)

Palioù ar stummadur :

  • Bezañ en e/he aes gant ar skritur radio hag ar speech radio
  • Bezañ gouest da enrollañ ha da frammañ, kinnig ul labour klok
  • Klask sujedoù ha mestroniañ anezho
  • Bezañ gouest da lakaat he/e labour war wel (teaserioù, rouedadoù sokial…)

 

Deiziad : 18/10/2021 → 04/05/2022 (termen evit lakaat hoc’h anv : 22/06/2021)

 

Publik : Digor d’ar vrezhonegerien (live B2 d’an nebeutañ). Statud degemeret : hiniennel, tud dilabour, implijidi.

 

Arc’hantaouiñ : evit an dud dilabour : 6 plas arc’hantaouet gant Rannvro Breizh. Evit an implijidi : CPF – projet de transition professionnelle.

 

Evit kaout muioc’h a ditouroù, kit e darempred gant Stumdi : 02 98 21 39 94 / contact@stumdi.bzh

 

Evit lakaat hoc’h anv :Lakaat ma anv

 

Follenn-nij stumm pdf amañ Flyer_radio_2021-2022

 

(1) Radio niverel douarel

(2) Radio Kerne – Radio Kreiz Breizh – Arvorig FM – Radio Bro Gwened – Radio Naoned

(3) : listenn war ar stern

 

MEDIAOÙ :

Podkast Radio U

Pennad Le Télégramme

Pennad Ouest-France

Podkast France Bleu Breizh Izel :