facebook_dark Twitter youtube_dark instagram

Ar Redadeg 2020 !

Mignon-ez-ed ker, rederezed, rederien ker,

Ur ranngalon eo met ranket hon eus divizout ne vo ket eus hor Redadeg muiañ karet e miz Mae 2020 evel ma oa raktreset.

O prederiañ emaomp war ar mod d’ober evit kas war-raok hor raktres “Brezhoneg ha plijadur” : daleañ… betek pegoulz ?, nullañ evit 2020, ur Redadeg berroc’h, ur Redadeg virtuel… Danvez ’zo ennomp, en hor skipailh, evit kaout ar mennozioù, an ijin hag ar youl a-stroll a gaso ac’hanomp war-zu un diskoulm a vo, piv oar, marteze bravoc’h c’hoazh !

Betek an Trec’h !

Roet vo keleier deoc’h kerkent ha ma vo sklaeroc’h an traoù evidomp, evit an holl.

Kuzul-merañ ar Redadeg

 -Stumdi centre de formation en langue bretonneUr redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz.

Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh…

Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » !
Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn… sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù… kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg.
Kemer plijadur eo ar pal kentañ, bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un dro vrav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn hag a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh, hag a vo lennet dirak an holl ur wech erru ar rederien.

Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.

Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.

 

Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 2020 km ha dre 340 kumun e 2020
Evit ar 7vet Redadeg e 2020 e loc’ho ar Redadeg d’ar 15 a viz Mae e Karaez betek an 23 a viz Mae e Gwengamp.

 -Stumdi centre de formation en langue bretonne

 

Muioc’h a ditouroù war lec’hienn : AR REDADEG

 

E-giz bep bloaz, eo bet prenet ur c’hilometr gant Stumdi !

Deuit da redek ar c’hilometr n°515 d’ar Sul 17 a viz Mae da 5e32 e Landerne !

Ar Redadeg 2020 -Stumdi centre de formation en langue bretonne

Our website uses cookies and thereby collects information about your visit to improve our website (by analyzing), show you Social Media content and relevant advertisements. Please see our page for furher details or agree by clicking the 'Accept' button.

Cookie settings

Below you can choose which kind of cookies you allow on this website. Click on the "Save cookie settings" button to apply your choice.

FunctionalOur website uses functional cookies. These cookies are necessary to let our website work.

AnalyticalOur website uses analytical cookies to make it possible to analyze our website and optimize for the purpose of a.o. the usability.

Social mediaOur website places social media cookies to show you 3rd party content like YouTube and FaceBook. These cookies may track your personal data.

AdvertisingOur website places advertising cookies to show you 3rd party advertisements based on your interests. These cookies may track your personal data.

OtherOur website places 3rd party cookies from other 3rd party services which aren't Analytical, Social media or Advertising.