Bez emaoc’h o klask ur prof evit Nedeleg ?
Marteze ez eo ar bloavezh-mañ un digarez da brofañ ur prof dreistordinal : ur staj e brezhoneg pe war ar brezhoneg !
Aozet e vez gant Stumdi meur a staj berr a-hed ar bloaz evit an deraouidi pe ar vrezhonegerien :
Ur sizhunvezh war Enez Eusa evit brezhonegerien ha deraouidi : EUSA – ur sizhunvezh dre soubidigezh
3 devezh evit adwelet reolennoù yezh evit brezhonegerien : Bezañ en e vleud dre skrid
En em stummañ war bed ar bugaligoù evit brezhonegerien ha deraouidi : Bugaligoù ha brezhoneg
Modul 2 zevezh evit gallegerien : MODUL STAJ NEVEZ (e galleg)
Bilañs war ar barregezhioù evit brezhonegerien :Klask ul labour e brezhoneg
Staj natur evit brezhonegerien : Loened, plant ha brezhoneg
…
Posupl eo deoc’h profañ ar staj dre stumm ur golo-lizher brav a vo kaset deoc’h.
Adkavit amañ roll ar stajoù berr : https://stumdi.bzh/bzh/deskinbrezhoneg/stajou-berr/
PRIZIOU ISPISIAL : Soñjit er prizioù ispisial a c’hellomp kinnig d’ar stajidi gozh, tud dilabour ha studierien.
Deuit e darempred ganeomp : 02 98 21 39 94 / contact@stumdi.bzh