Skoazellit ar raktresoù !
O reiñ arc’hant da Stumdi e kemerit perzh e raktresoù stummañ hag heñchañ an aozadur. Skoazellit ar skipailh ! Lakaat a rit war wel ul labour a-stroll evit diorren ar brezhoneg. -60%war ho tailhoù ! Bez e c’hell, ar re a fell dezho reiñ arc’hant da Stumdi, goulenn e vefe digresket o zailhoù, diouzh lezenn ar 1añ a viz Eost 2003 e-keñver ar mesenerezh sevenadurel : 66 % eus ar sammad evit an hiniennoù ha 60 % evit an embregerezhioù.
Penaos ober ar roadenn ? 1/ Leuniañ hag adkas deomp ar fichenn amañ dindan : 2/ Ober ar roadenn. Meur a choaz a c’helloc’h implijout : – Dre chekenn (da gas da : Stumdi – Kreizenn / Centre Théo Le Borgne – 1 straed/rue du Dr Pouliquen – 29800 LANDERNE-AU) -Dre dreuzvankadenn (goulennit ar RIB) -Dre HelloAsso.
TRUGAREZ VRAS DEOC’H !! |