Kinnig ar raktres
Abaoe 6 bloaz e vez kinniget gant Stumdi e Landerne ur forom tro-dro d’ar Micherioù liammet gant ar brezhoneg. Pal pennañ ar forom ez eo heñchañ hon holl stajidi. Berzh a ra ar raktres-mañ e-touez ar stajidi kement hag an dud pedet da zerc’hel ur stand.
Abaoe 3 bloaz eo bet divizet gant Stumdi digeriñ ar forom d’ur publik ledanoc’h : ouzhpenn ar stajidi a-vremañ pe stajidi bet war ur stummadurioù d’an daoulamm, studierien, liseidi divyezhek, e vo er bloaz-mañ c’hoazh digor hor forom d’an holl (brezhonegerien dilabour o tont eus Breizh a-bezh) .
Palioù ar raktres
→ Titouriñ ur publik ledan ha liesseurt war ar micherioù e brezhoneg: stajidi, liseidi, studierien met ivez e-touez ar gevelerien a labour war tachenn an implij (Pol Implij, Missions locales…),
→ Brudañ ar stummadurioù brezhoneg hag an tachennoù a vez tutet brezhonegerien ganto (kelenn, bugaligoù…)
→ Diskouez ar raktresoù a vez kaset da benn war an tachennoù sevenadurel : embann, c’hoariva, kleweled…
Deiziad ha lec’h an abadenn :
Kinniget e vo ar forom d’ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2019, eus 1e30 da 5e00 e Kreizenn sevenadurel ar family e Landerne.
Standoù (listenn kentañ) :
- Ubapar
Skol-veur Roazhon 2
Espe Breizh
Le Groupe Ouest
Ofis Publik ar Brezhoneg
UBO – Université de Bretagne Occidentale
Mirdi Breizh (Roazhon)
Diwan
Kelenn
Isfec
BreizhVOD
Dizale
LBGroupe
Brezhoweb
Arvorig FM
Krank Du
TES – Ti embann ar skolioù
Divskouarn
Kengevredigezh C’hoariva
Ti menez Are
Ti ar Vro Landerne-Daoulaz
DARVOUD FACEBOOK : FOROM STUMDI 2019
SKRITELL DA BELLGARGAÑ : SKRITELL FOROM STUMDI 2019