Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Forom ar micherioù liammet gant ar brezhoneg 2020

Stumdi centre de formation en langue bretonne

 

Stumdi centre de formation en langue bretonne Abaoe 7 bloaz e vez kinniget gant Stumdi e Landerne ur forom tro-dro d’ar Micherioù liammet gant ar brezhoneg. Pal pennañ ar forom ez eo heñchañ hon holl stajidi. Berzh a ra ar raktres-mañ e-touez ar stajidi kement hag an dud pedet da zerc’hel ur stand.

Abaoe 4 bloaz eo bet divizet gant Stumdi digeriñ ar forom d’ur publik ledanoc’h : ouzhpenn ar stajidi a-vremañ pe stajidi bet war ur stummadurioù d’an daoulamm, studierien, liseidi divyezhek, e vo er bloaz-mañ c’hoazh digor hor forom d’an holl (brezhonegerien dilabour o tont eus Breizh a-bezh) .

 

Palioù ar forom :

  • Titouriñ ur publik ledan ha liesseurt war ar micherioù e brezhoneg: stajidi, liseidi, studierien met ivez e-touez ar gevelerien a labour war tachenn an implij (Pol Implij, Missions locales…),
  • Brudañ ar stummadurioù brezhoneg hag an tachennoù a vez tutet brezhonegerien ganto (kelenn, bugaligoù…)
  • Diskouez ar raktresoù a vez kaset da benn war an tachennoù sevenadurel : embann, c’hoariva, kleweled…

 

Deiziad ha lec’h an abadenn :

Kinniget e vo ar forom d’al Lun 9 a viz Meurzh 2020, eus 1e30 da 5e00 e Kreizenn sevenadurel ar family e Landerne.

 

Mont en-dro an devezh :

1e30 : Degemer gant Lena Louarn, bezprezidantez ar Rannvro, e karg eus yezhoù Breizh

1e30-5e00 : Forom

 

Pellgargañ ar skritell : Skritell_FOROM_2020

 

AR STANDOÙ (TACHENNOÙ MICHER) :

32 stand eus Breizh 5 departamant a gemero perzh ennañ er bloaz-mañ. Diskouezh a raio deoc’h liesseurted an tachennoù e-lec’h ma vez ar brezhoneg ur varregezh ret pe ur gwir atoud.

 

 

HEÑCHAÑ MICHEREL

KREIZENN STUMMAÑ STUMDI

POL IMPLIJ LANDERNE

 

LABOURAT

  • BUGALIGOÙ :

BABIGOÙ BREIZH

  • BUHEZIÑ :

TI MENEZ ARE & UBAPAR

  • EMBANN :

KEIT VIMP BEV & TI EMBANN AR SKOLIOÙ & KUZUL AR BREZHONEG & SKOL AN EMSAV (Bremañ hag #Brezhoneg)

  • C’HOARIVA :

C’HOARIVA

  • GRAFEREZH / KEHENTIÑ :

KRANK DU

  • KELENN :

DIWAN & INSPEISFECDDEC29 / CAEC Breizh

  • KLEWELED :

BREZHOWEB & KALANNA PRODUCTION

  • MEDIA :

RCF29 & KAZETENNEREZ DIZALC’H (Evit France Bleu Breizh Izel, FR3, TF1, TEBEO…)

  • MELESTRADUREZH :

Ti-KÊR KEMPER & OFIS PUBLIK AR BREZHONEG

  • TOURISTELEZH / GLAD :

MIRDI BREIZH – AR MAEZIOÙ FRANK (ROAZHON) & PARK AN ARVORIG

  • SEVENADUR :

TI AR VRO LANDERNE-DAOULAS & SKED & MIGNONED AR BREZHONEG

  • YEC’HED :

PORS (CHRU) BREST & FONDATION ILDYS

 

EN EM STUMMAÑ / STUDIAÑ

  • STUDIOÙ SKOLVEURIEK :

ROAZHON 2 & UBO BREST

 

  • MASTER MEEF (Micherioù ar c’helenn, an deskadurezh hag ar stummañ) :

DIWAN & INSPEISFECDDEC29 / CAEC Breizh

 

POL DESKIÑ AR YEZH

  • STUMMAÑ D’AN DUD DEUET :

DAO (DESKIÑ D’AN OADOURIEN)

 

DISKOUEZADEGKorn an arzourien – Labourioù kaset da-benn gant stajidi bet.

 

ROLL AR STANDOÙ STUMM PDF : PROGRAMM – ROLL AR STANDOÙ FOROM 2020

Liamm an darvoud Facebook : https://www.facebook.com/events/529801281107729/

 

MEDIAOÙ (A-RAOK) :

 

France Bleu Breizh Izel :

https://www.francebleu.fr/emissions/keleier-noz/breizh-izel/les-informations-en-langue-bretonne-katell-uguen-189

Pennadoù Ouest-France ha Télégramme :

Article Ouest-France - Forum - Stumdi centre de formation en langue bretonne

MEDIAOÙ (GOUDE) :

An Taol Lagad (11/03) – 02:44→04:32

Forum - Stumdi centre de formation en langue bretonne

POLTRIJI AR BLOAZ-MAÑ :

https://fr.calameo.com/read/004922122da98784eadea