Pajenn nevesaet d’an 20/11/2024
Aozet e vez gant Stumdi, en diavaez eus ar stummadurioù dibaouez, stajoù berr tematek ha dre soubidiezh pe get liesseurt o zemoù, diouzh ezhommoù ha goulennoù an deskidi.
Kinniget e vo ar stajoù amañ dindan e 2024-2025 :
Loened, plant, ha brezhoneg ! – 3 devezh – Publik : brezhonegerien
1,2,3… Barrek e vi ! – 3 devezh – Publik : brezhonegerien
Ur sizhunvezh dre soubidigezh war Enez Eusa BZHG – 1 sizhunvezh- Publik : brezhonegerien
Ur sizhunvezh war Enez Eusa DERAOUIDI – 1 sizhunvezh- Publik : deraouidi
Bugaligoù ha brezhoneg (Petite enfance et langue bretonne) – 1 sizhunvezh – Publik : deraouidi
M’emaoc’h dedennet gant unan anezho, trugarez da leuniañ ar furmskrid amañ : FURMSKRID STAJOÙ BERR
Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù. Bez e c’hell Stumdi nullañ ur staj ma n’eus ket a-walc’h a dud enskrivet. |
FOLLENN-NIJ STUMM PDF DA BELLGARGAÑ AMAÑ : FLYER_STAJOU_BERR_2025