Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Manifestadeg e Kemper 13/03

Deskiñ d’An Oadourien
Kengevredigezh ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet

Galv da vanifestiñ e Kemper disadorn 13/03/2021

Gervel a ra DAO an holl dud o deus desket pe a zo o teskiñ brezhoneg da vont da Gemper disadorn gant holl mignoned hor yezh.

An emglev Stad-Rannvro, stanket abalamour da emzalc’h ar ministr Blanquer, a zo pouezus evit an deskadurezh evel just, met poentoù all a zo anv outo en destenn-mañ. En o zouezh ar c’helenn d’an dud deuet. Ret eo e kreskfe an niver a oadourien a ya da zeskiñ brezhoneg, dreist holl dre ar stummadurioù hir. Evit se e rankfe neb a gar gellet gouestlañ 6 pe 9 miz evit en ober. Pe dilabour e vefe pe war ur post labour.

Er bloavezhioù-mañ e vez war dro 380 den oc’h heuliañ ar stummadurioù hir, er steuñv diorren embannet gant DAO hon eus lakaet ar pal da stummañ 4500 den ar bloaz ac’hann da 15 vloaz… Pell emañ Yann eus e gazeg !

N’eo ket trawalc’h deskiñ d’ar vugale, ma ne gavont ket tud gour evit kaozeal gante en diavaez eus ar skol. Setu perak e c’halvomp an holl re bet desket brezhoneg ganto pe o teskiñ dre kentelioù noz, stajoù pe stummadurioù hir da vont da greskiñ niver ar vanifesterien disadorn e Kemper da 1e13.