Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Stumdi – Priz « Kannad ar brezhoneg »

Evit an eil gwech* abaoe e grouidigezh 15 vloaz ‘zo, e resevomp ur priz evit hor servij heñchañ. Krouet eo bet ar priz mañ gant Produet e Breizh evit lakaat war-wel al labour kaset da-benn gant aozaodurioù ezel evit diorren ar brezhoneg.

Er bloaz mañ, eo bet resevet ar priz gant div gevredigezh : Stumdi ha Keit Vimp Bev.

Laouen-kenañ omp gant ar priz mañ. Lakaat a ra war-wel al labour founus bet kaset da-benn war an heñchañ liammet gant ar brezhoneg. E gwirionez, p’hon eus respontet da galv Produet Breizh evit priz ar brezhoneg, e oamp o lañsañ ur stignad heñchañ nevez digor d’an holl vrezhonegerien dilabour : « Klask labour e brezhoneg ».

Ar stignad mañ a gemer perzh Bremañ en ur raktres ledanoc’h a zo e bal heñchañ an holl re a fell dezho kas da benn ur raktres micher liammet gant ar brezhoneg, brezhonegerien pe get (bilañs war ar barregezhioù, sevel ur CV, skrivañ ul lizher emginnig, prientiñ ur bodad tuta…)

Resevet hon eus ar priz mañ war-eeun e-pad ar Cyber-Festnoz ken-aozet gant Gouelioù Kerne hag an Tour Tan. Kavit amañ al liamm evit selaou ouzh Claudie Malnoë, renerez Stumdi (adalek 01 :02 :25) : https://www.festival-cornouaille.bzh/spectacles/cyber-fest-noz/

Testenn Malo Bouessel du Bourg, rener Produet e Breizh :

Priz Kannad ar Brezhoneg a zo bet roet disadorn da noz, e-pad ar cyberfest-noz aozet gant An Tour Tan, Gouelioù Kerne ha France3 Breizh e Kemper. Ar priz-se a zo da bal dezhañ lakaat war wel oberoù heverk graet gant un ezel eus Produet e Breizh evit diorren plas ar brezhoneg e bed an ekonomiezh hag al labour. Aet eo ar maout gant Stumdi ha gant Keit Vimp Bev er bloaz-mañ.

Stumdi a zo une aozadur stummadur war hir dermen, ma vez desket brezhoneg dindan 6 pe 9 miz. Savet o deus ur servij-heñchañ efedus evit reiñ un tamm skoazell d’ar stajidi ha d’an embregerezhioù, e-keñver ar postoù labour ma vez goulennet mestroniañ ar brezhoneg.

Keit Vimp Bev a zo un ti embann efedus kenañ. Embannet e vez ganto kelaouennoù, c’hoarioù, levrioù ha bannoù-treset diouzh an druilh. Evit ar re vihan (Toutouig, Rouzig, Louarnig) hag evit an dud deuet (ar gazetenn sizhuniek Ya). Dre emezellañ er Rouedad Produet e Breizh eo bet aesaet an darempredoù gant an embregerezhioù, a-fet bruderezh diouzh un tu, hag a fet keleier diouzh an tu all. En niverenn 810, da skouer, bet embannet e miz Kerzu, e lenner ur pennad dedennus diwar-benn politikerezh Atebegezh Sokial ti Henaff.

C’hoant en deus bet Produet e Breizh enoriñ an daou ezel-se abalamour d’ar pezh mell labour a gasont da benn evit diorren implij ar brezhoneg.

 

*Priz kentañ resevet e 2007 evit ar PRIZIOÙ (Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg)