Pajenn nevesaet d’ar 14/11/2024
FOROM AR MICHERIOÙ HAG AR STUMMADURIOÙ E BREZHONEG
Forom da zont :
📅 D’ar Yaou 6 a viz Meurzh 2025
⏰ Eus 11e da 5e
🏠 Sal ar Family e LANDERNE
🙏 Digoust ha digor d’an holl !
Da c’hortoz e vefe muioc’h a ditouroù, kavit amañ dindan titouroù war forom warlene ?
Kinniget e vez gant Stumdi e forom tro-dro d’ar micherioù hag ar stummadurioù liammet gant ar brezhoneg. An 11vet abadenn a vo e balioù kinnig doareoù da zeskiñ brezhoneg e Breizh, hag an tachennoù micherioù ha stummadurioù liammet gant ar brezhoneg. Ur marc’had a zo o tiorren (1850 post kevatal da leun amzer*)
*Diwar sifroù diwezhañ Ofis Publik Ar Brezhoneg embannet e 2022.
PALIOÙ
→ Titouriñ ar publik war an doareoù disheñvel da zeskiñ brezhoneg, → Kizidikaat an holl publikoù war ar pezh a c’hell digas ar brezhoneg war ar postoù, → Digas d’ar publikoù divyezhek (skolajidi, liseidi, studierien, stajidi ar stummadur dibaouez, tud dilabour, gopridi…) titouroù war an tachennoù micher, ar micherioù, ar stummadurioù hag an diplomoù liammet gant ar brezhoneg.
DEIZIAD HA LEC’H
Kinniget e vo ar forom d’ar Yaou 22 a viz C’hwevrer 2024, eus 11e00 da 5e00 e Kreizenn sevenadurel ar family e Landerne |
Skritell da bellgargañ : SKRITELL FOROM 2024
Roll ar standoù da bellgargañ : ROLL AR STANDOÙ FOROM 2024 (1)
Mediaoù
📻 Abadenn FRANCE BLEU BREIZH IZEL 12e e brezhoneg : https://www.francebleu.fr/emissions/grille-programmes/breizh-izel?date=2024-02-15
📰 Pennad OUEST-FRANCE : Le forum des métiers en breton aura lieu le 22 février 2024 à Landerneau
📺 TÉBÉO : Langue bretonne : Quel métier pour les bretonnants – Tébéo & Tébésud
📻 Pocdkast ARVORIG FM plas ar brezhoneg e bed al labour :Forom ar micherioù e brezhoneg e Landerne
📻 Podkast RCF (gant an OPAB) : BUHEZ
📰 Pennad an TÉLÉGRAMME : À Landerneau, le forum Stumdi brasse les bretonnants
AR STANDOÙ (TACHENNOÙ MICHER) :
25 stand a vo lakaet war wel er bloaz-mañ a-benn kinnig tachennoù micher, micherioù ha stummadurioù liammet gant ar brezhoneg.
HEÑCHAÑ MICHER : SERVIJ HEÑCHAÑ STUMDIBIJ BREST (bureau d’information jeunesse) |
MAGOURI JIBIDI (SKED) |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
EN EM STUMMAÑ / STUDIAÑ EN EM STUMMAÑ WAR AR BREZHONEGSTUMDI |
|
|