KENTELIOÙ A-BELL
Da heul divizoù nevez ar gouarnamant eo bet divizet gant Stumdi lakaat stajidi ar stummadurioù dibaouez da labourat er gêr.
Evit ar stummadurioù 3 miz (Emren/Ober) : Bez emañ ar skipailh o prientiñ kentelioù a-bell. Ne vo ket kollet amzer ha kinniget e vo d’ar stajidi ingal, bemdez, kentelioù dre gomz ha dre skrid.
Bezit sur e talvezo ar c’hentelioù a-bell kement hag ar stummadurioù war al lec’h-kelenn.
ENSKRIVADURIOÙ :
Evit ar re o defe c’hoant lakaat ho anv evit ar stummadur hir “Ar brezhoneg dindan 840e!” e miz Gwengolo 2020, kavit amañ-dindan un nebeut displegadennoù :
Kenderc’hel a ra Stumdi da zegemer enskrivadurioù evit ar stummadur 6 miz a grogo e miz Gwengolo 2020 :
Penaos ober evit lakaat hoc’h anv ? tu zo pellgargañ an teuliad-enskrivañ stumm word, leuniañ hag adkas anezhañ dre bostel da contact@stumdi.bzh
TEULIAD AMAÑ : DOSSIER_CANDIDATURE_840H_REMPLISSABLE_CONFINEMENT
Un emgav dre bellgomz ho p’o a-benn studiañ ho koulenn (arc’hantaouiñ ho stummadur). Ur respont (accord de principe) ho p’o 15 devezh goude an emgav (o c’hortoz diviz diwezhañ ar servij pedagogel).
Pazenn diwezhañ an enskrivadenn a vo aozet e sez Landerne (goude ar brantad genfinañ) : emvod hollek hag emgav gant ar servij pedagogel.