Mignon-ez-ed ker, rederezed, rederien ker,
Ur ranngalon eo met ranket hon eus divizout ne vo ket eus hor Redadeg muiañ karet e miz Mae 2020 evel ma oa raktreset.
O prederiañ emaomp war ar mod d’ober evit kas war-raok hor raktres “Brezhoneg ha plijadur” : daleañ… betek pegoulz ?, nullañ evit 2020, ur Redadeg berroc’h, ur Redadeg virtuel… Danvez ’zo ennomp, en hor skipailh, evit kaout ar mennozioù, an ijin hag ar youl a-stroll a gaso ac’hanomp war-zu un diskoulm a vo, piv oar, marteze bravoc’h c’hoazh !
Betek an Trec’h !
Roet vo keleier deoc’h kerkent ha ma vo sklaeroc’h an traoù evidomp, evit an holl.
Kuzul-merañ ar Redadeg
Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz.
Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn ! Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh… Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » ! Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn hag a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh, hag a vo lennet dirak an holl ur wech erru ar rederien. Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur. Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur. |
Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 2020 km ha dre 340 kumun e 2020
Evit ar 7vet Redadeg e 2020 e loc’ho ar Redadeg d’ar 15 a viz Mae e Karaez betek an 23 a viz Mae e Gwengamp.
Muioc’h a ditouroù war lec’hienn : AR REDADEG
E-giz bep bloaz, eo bet prenet ur c’hilometr gant Stumdi !
Deuit da redek ar c’hilometr n°515 d’ar Sul 17 a viz Mae da 5e32 e Landerne !