D’an 13 a viz Kerzu hor boa sachet evezh ar Rannvro war stad an traoù evit ar brezhoneg, da-heul an enklask sokio-yezhoniel kaset e-kerzh an hañv 2018. Dibaoe n’hon eus gwelet araokadenn ebet. Gwall zipitet omp bet o welet ne oa ket bet kresket budjed ar yezh gant ar Rannvro evit 2019. N’hon eus ket merzhet kennebeut e oa cheñchet emzalc’h ar Rannvro evit a sell ouzh arc’hant o tont eus linennoù-budjed all.
Gwall souezhet omp bet o klevet e vefe kinniget reiñ arc’hant evit adsevel iliz-veur Itron Varia Bariz, ar memes soñj zo bet embannet gant strollegezhioù all ivez, ha departamant ar Mor-bihan a paouez votiñ ur donezeon eus 1 million a euroioù hiziv tra ma vez displeget deomp n’eus ket arc’hant evit hor glad-ni, unan difetis met pouezus-kenañ koulskoude. Dibaboù a zo a dra sur p’emañ bremañ hor yezh en ur stad hag a c’houlenn e vefe graet war he zro da vat en un doare mallus-tre.
Spi hon eus ivez e tisoc’ho traoù nevez eus ar guzuliadeg tiriadel ar brezhoneg a vo d’ar Gwener 28 a viz Even rak sklaer eo evidomp e rank holl strollegezhioù Breizh kemer o lod evit ar yezh, a zo mad an holl Vretoned.
Komzoù mezhus Ministr an deskadurezh-Stad diwar-benn er c’helenn dre soubidigezh a ziskouez pegen aheurtet e chom ar Stad pa vez anv eus yezhoù minorelaet. Ret eo eta da zilennidi Breizh diskouez dre ar fedoù, dre votiñ budjedoù uhelek, ez eo ar brezhoneg un dra bouezus evito, ma ne c’hello ket ken kannaded ar Stad embann seurt bidennoù… Ha ma vo roet d’an deskadurezh e brezhoneg ar memes gwirioù hag an hini unyezhek gallek.
Un nec’hamant bras a santomp e kalz a frammoù a vez o stourm abaoe bloavezhioù, alies gant doareoù dister, evit derc’hel bev hor yezh, erruet omp d’ur poent ne c’heller ket ken mont warraok hep muioc’h a skoazell. Riskloù bras a zo e rankfe kevredigezhioù zo dic’hoprañ zoken, ar pezh a vefe spontus pa vez kement a labour da gas da benn.
Mennet omp koulskoude da gas al labour a rank bezañ kaset, da zerc’hel bev hor yezh, da lakat anezhi da vezañ en-dro ur yezh gevredigezhel e fin ar c’hantved met ne zeuimp ket a-benn hep ur gwir bolitikerezh yezh youlek, uhelek ha gant ar budjed a ya da-heul.
Amañ al lizher stumm PDF : lizher Rouedad ar brezhoneg -21-06-2019
Ar re a sin :
Ai’ta!
Ar Falz
Ar Redadeg
Arvorig FM
Bak e brezhoneg
Bannoù-Heol
Bod Kelenn
Brezhoneg war-raok Bro Roazhon
Brezhoneg e Brest
Brezhoneg e Gwened
C’hoariva
DAO
DIWAN
Drouizig
Emglev Bro An Oriant
Emglev Bro Karaez
Fédération de Gouren Breizh
Keit vimp Bev
Kelenn
Kelennomp !
Kenstroll Brezhoneg Bro Roazhon
Kevre Breizh
KLT
KPB ALBP
Mervent
Mignoned ar Brezhoneg
Radio Bro Gwened
Raok- Brezhoneg e Kreiz Breizh
Roudour
Sked
Skol an Emsav
Stumdi
Ti ar Vro Leon
Ti ar vro Treger-Goueloù
UBAPAR
Yezhoù ha Sevenadur