Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Arc’hantaouiñ

Dre m’eo bet an hini kentañ o vont war tachenn ar stummadurioù dibaouez en deus prenet skipailh Stumdi ur skiant dibar war stummañ oadourien war ar brezhoneg.

Stumdi  a zo un aozadur stummañ grataet hag e stummadurioù a c’hell bezañ kemeret e karg e meur a zoare.

 

 

TUD DILABOUR

M’emaoc’h e soñj mont war ur vicher vrezhonek e c’hellit bezañ skoazellet gant ar C’huzul Rannvro.

  • Arc’hantaouiñ Rannvro Breizh
  • C.P.F (Kont hiniennel Stummañ)

 

IMPLIJIDI

Ha termenet pe didermen e vefe ho kevrat-labour e c’hell hor stummadurioù bezañ kemeret e karg e framm ar stummadur dibaouez :

  • P.T.P (Projet de Transition Professionnelle) / C.I.F (Ehan hiniennel Stummañ)
  • C.P.F (Kont hiniennel Stummañ)
  • Cheñch micher…

Amañ dindan ur video a zispleg pazenn ha pazenn mont en-dro ar CPF :

 

Muioc’h a ditouroù : Un arload nevez evit en em stummañ

 

Muioc’h a ditouroù a c’heller kaout en ur vont e darempred gant an den e-karg eus an implijidi en ho labour.

 

 

DANVEZ-KELENNERIEN / BUGALIGOÙ

Kuzul Rannvro Breizh a ginnig skoazelloù deoc’h pe dre ar yalc’hadoù :

DESK Kelenn

DESK Bugaligoù

DESK Hanteriñ-yaouankiz

 

 

RAKTRESOÙ ALL

Tud ha n’int nag implijidi na dilabour met gant ur raktres micher e brezhoneg a c’hell (e degouezhioù ‘zo) kaout skoazelloù evit o stummadur. Deuit e darempred ganeomp.

 

 

 

KOUST AR STUMMADURIOÙ DIBAOUEZ :

 

Stummadurioù 6 miz (evit deraouidi) :

📑 Prizioù 6 miz Gwengolo 2024 Stumdi – Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi

Stummadurioù 3 miz (evit brezhonegerien) :

📑 Priziou-3-miz-Gwengolo-2024-Stumdi-Nevesaet-29-02-2024-©Stumdi

 

Kavit amañ dindan ur fichenn gant ar sikourioù a c’helloc’h kaout evit ar frejoù pedagogel hag ar sikourioù pe digoll a c’helloc’h kaout e-pad ar stummadur :

📑 Sikourioù-Digoll_Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi

 

Deuit e darempred ganeomp war pajenn al lec’hienn darempred pe dre bellgomz d’ar 02 98 21 39 94.

Teurel a raimp evezh ouzh hoc’h ezhommoù hag asambles e klaskimp ar formulenn emaoc’h o c’hortoz.