![]()  | 
13 stajiad o doa kemeret perzh er stummadur-mañ e Miz Here 2018 e Landerne.
 Ur stummadur all a vo kinniget e 2019 : D’ar 27, 28 ha 29 a viz Meurzh 2019 e Ti ar Vro Gwengamp ! Termen evit lakaat hoc’h anv : 28/02/2019 3 devezh fonnus gant poelladennoù a-bep seurt : kemmadurioù, poentadur, ereadur …, (poelladennoù graet daou ha daou gant ar stajidi pe o-unan a-wechoù evit leuskel pep hini da labourat diouzh e dizh. 
 Ar programm berr ha berr : 
 
 Bep bloaz e kinnigomp stummadurioù hag a glot gant ezhommoù an dud a fell dezho deskiñ brezhoneg pe gwellaat o live yezh. Ar stummadurioù-mañ a vez diazezet war ar gomz hag ar wech kentañ eo da Stumdi kinnig ur stummadur war ar skrivañ. 
 Muioc’h a ditouroù : Stajoù berr (hiniennel pe micherel  | 
            
                           


